Ninnog Latimier

Eus Wikipedia

Ninnog Latimier-Kervella a zo merc'h da Anna Gwenola Kervella ha Herve Latimier. Ganet eo bet e Roazhon d'an 8 a viz Gwengolo 1975. Studiet he deus saozneg e Skol-veur Roazhon 2. Kelennerez saozneg eo bet e Skolaj Diwan Plijidi. Kelennerez eo hiziv e Skolaj Diwan Kemper. Kemer a ra perzh er strollad c'hoariva "Tro-Didro". Bet eo bet war ar renk en dilennadegoù evit Kuzul rannvro Breizh e 1998 (listenn UDB evit Aodoù-an-Arvor) hag en dilennadegoù evit Kuzul-kêr Pluguen e 2014.

Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Troet he deus gant he zad "Our Lady of Death", un danevell gant Peter Tremayne : "Itron Varia an Anaon" bet embannet e niverenn 363 Al Liamm.
  • Troet he deus dreist-holl "The Vagina Monologues" gant Eve Ensler : "Ar forzhioù a gomz" bet embannet gant An Alarc'h e 2010.