Eve Ensler
Eve Ensler | |
---|---|
![]() | |
Obererezh | pezhioù-c'hoari, filmoù |
Ganedigezh | 25 a viz Mae 1953 e New York |
Yezh skrivañ | saozneg |
Oberennoù pennañ | |
kemmañ ![]() |
Eve Ensler (25 a viz Mae 1953 e New York) zo ur c'hoarivaourez, aktorez, gwregelourez ha stourmerez stadunanat. The Vagina Monologues ("Unangomzoù ar forzh") eo hec'h oberenn vrudetañ. Gant Bernard Goldberg eo bet lakaet Eve Ensler er 96vet renk en e roll 100 People Who Are Screwing Up America "100 den a zo o foeltrañ Amerika").
He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ensler a voe ganet e New York en ur familh yuzev.[1] Lavaret a ra en doa drougc'hraet ent-revel hag ent-fizikel he zad ganti pa oa-hi bugel.[1][2] E 1975 e tapas un diplom e Middlebury College. E 1978 e timezas gant Richard McDermott ha dek vloaz goude e tispartijont. Advabañ a reas an aktor Dylan McDermott, pa oa-eñ 15 vloaz ha pa oa-hi 23 bloaz[3].
The Vagina Monologues[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 1996 e skrivasThe Vagina Monologues. Troet eo bet ar pezh-c'hoari e 45 yezh ha c'hoariet e 130 bro. E-touez an aktorezed o deus c'hoariet ar pezh emañ Jane Fonda, Whoopi Goldberg, Idina Menzel, Glenn Close, Susan Sarandon, Marin Mazzie, Cyndi Lauper hag Oprah Winfrey. E 1996 e resevas Ensler Obie Award ar pezh-c'hoari nevez gwellañ hag ur Guggenheim Fellowship (rummad: c'hoariva) e 1999. Resevet he deus ivez priz Berrilla-Kerr ar sevel pezhioù-c'hoari, ha priz c'hoariva juri U.S. Comedy Arts Festival. Er pezh-c'hoari ez eus ul lodenn titlet "The Little Coochie Snorcher that Could". Divizoù a zo savet diwar-benn al lodenn-se ma kaver enni ur plac'h 13 gwallet gant ur vaouez 23 bloaz[4]. Kemmet eo bet, hag ar plac'h a zo bremañ 16 vloaz, hag a linenn ma skriv Ensler "good rape" (gwallerezh mat) a zo bet tennet.
Troet eo bet ar pezh c'hoari e brezhoneg e 2010 gant Ninnog Latimier. Ar forzhioù a gomz a zo bet embannet gant An Alarc'h (ti-embann).
Er bloavezhioù 2000[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ensler he deus kemeret perzh e meur a film hag e meur a abadenn skinwel evel n Real Time with Bill Maher (26 a viz Eost]] 2005) ha Russell Simmons Presents Def Poetry (12 a viz Eost 2005). Etre miz Here 2005 ha miz Ebrel 2006 ez eas da 20 kêr er Stadoù-Unanet da ginnig he fezh-c'hoari The Good Body.
Stourmerez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brudet eo Eve Ensler evel stourmerez enepfeulster. E 1998 e voe krouet V-Day ganti, ul luskad e bal stourm ouzh ar feulster a-enep ar merc'hed. E miz C'hwevrer 2004 e c'houlennas, Ensler ha Sally Field, Jane Fonda ha Christine Lahti gant gouarnamant Mec'hiko ma vefe adc'hraet an enklask diwar-benn merc'hed lazhet e Ciudad Juárez, ur gêr e-kichen harzoù Texas. Abaoe 1998 e ra war-dro ur strollad sevel skridoù e Bedford Hills Correctional Facility for Women, evel ma kont en he levr What I Want My Words To Do To You.
Hec'h oberenn (un dibab)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pezhioù-c'hoari
- Conviction
- Lemonade
- The Depot
- Floating Rhoda and the Glue Man
- Extraordinary Measures
- The Vagina Monologues
- The Good Body
- Necessary Targets
- The Treatment
Levrioù
- Insecure at Last: Losing It in Our Security Obsessed World
- The Good Body
- Necessary Targets
- I Am An Emotional Creature
- Vagina Warriors
- A Memory, A Monologue, A Rant and A Prayer
Filmoù
- Until the Violence Stops (2004)
- What I Want My Words to Do to You: Voices From Inside a Women's Maximum Security Prison (2003)
- The Vagina Monologues (2002)
- Fear No More: Stop Violence Against Women (2002)
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ 1,0 ha1,1 http://www.jewishjournal.com/articles/item/navel_gazing_with_eve_ensler_20051209/
- ↑ Ensler, Eve. "Happiness in Body and Soul", 17:32. https://web.archive.org/web/20100430222055/http://www.ted.com/index.php/talks/eve_ensler_on_happiness_in_body_and_soul.html
- ↑ McDermott, Shiva Rose. "V-Day Activist Spotlights: Shiva Rose McDermott" https://web.archive.org/web/20090603231929/http://www.vday.org/meet-vday/activist-spotlights/shiva-rose-mcdermott
- ↑ https://archive.is/20130105153055/http://www.zetetics.com/mac/ifeminists/2002/0212.html
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Buhez Eve Ensler biography e lec'hienn V-Day
- Eve Ensler en Internet Movie Database
- Prezegenn Eve Ensler e Los Angeles d'ar 7 a viz Here 2006
- Eve Ensler: "Afghanistan is everywhere"
- Pamela Grossman (19 a viz Ebrel 2000). "Down the Vagina Trail" e lec'hienn Salon.com
- TED Talks: Eve Ensler on happiness in body and soul e-pad TED 2004 (lodennoù eus "The Vagina Monologues")
- TED Talks: Eve Ensler on security e lec'hienn TED
- Eve Ensler - Downstage Center atersadenn e lec'hienn American Theatre Wing.org, miz Here 2006
- TIME magazine: "The Vagina Dialogue" Eve Ensler Q&A
- Mother Jones: Eve Ensler on "good" bodies and bad politics
- Eve Ensler o komz diwar-benn he levr Insecure at Last: Losing It in Our Security-Obsessed World 10 a viz Here 2006 (video)
- CNN-Time magazine series "America's Best" profiles Ensler, miz Gwengolo 2001
- Ur pennad gant Ensler diwar-benn Dr. Denis Mukwege Glamour magazine, miz Gwengolo 2007
- Eve Ensler ha V-Day's 10th Anniversary e lec'hienn Democracy Now, 15 a viz C'hwevrer 2008
- The Vagina Monologues Turns Ten, The Times, 15 a viz Ebrel 2008
- Victory Over Violence - For Women and Men - Alternet, 25 a viz Ebrel 2008
- V To The 10th! - Fundraising Success - 1añ a viz Genver 2008
- Eve Ensler on Sarah Palin - 8 a viz Gwengolo 2008
- V-Day Founder Eve Ensler on "I Am an Emotional Creature: The Secret Life of Girls Around the World"