Pluguen
Pluguen | ||
---|---|---|
An iliz | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Pluguffan | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Arondisamant Kemper | |
Kanton | kanton Kemper-1 | |
Kod kumun | 29216 | |
Kod post | 29700 | |
Maer Amzer gefridi | Alain Decourchelle 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Kemper Breizh ar C'hornôg | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 4 196 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 131 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 10 m — brasañ 155 m | |
Gorread | 32,09 km² | |
kemmañ ![]() |
Pluguen a zo ur gumun eus ar Vro C'hlazik e Kerne-Izel, sko ouzh Kêr-Gemper, e mervent Breizh. Emañ aerborzh Kemper-Kerne er su d'ar vourc'h.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie (1995) ː Ploecuvan, 1220; Ploecuuan, Plaeguuan, 1220; Ploeguffvan, 1368; Ploeguffan, 1405; Ploeniffan, 1516; Ploeguffvan, Ploeguffan, 1536; Ploeguffvan, 1574; Pluguen, 1599; 1630; 1731; Plugusfan, 1731.[2]
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
"En glazur e c'harv savant en aour ; e vevenn gommek etre gul hag argant".
Sturienn ː War'r prim.
Aozer ː Jakez Derouet. Degemeret gant ar gumun d'ar 27 a viz Ebrel 1984.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'an 19 a viz Du 2004 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'ar 14 a viz Meurzh 2005 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
- D'ar 7 a viz Here 2007 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
- D'an 11 a viz Kerzu 2013 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 3.
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 2012 a oa bet krouet un hentad divyezhek e skol bublik ar gumun. 14 skoliad a oa bet enskrivet er c'hlas divyezhek d'ar c'houlz-se.
- E distro-skol 2022 e oa enskrivet er c'hlasoù divyezhek 65 skoliad (13,6 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[3].
Prizioù dazont ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 2009 e oa bet roet da di-kêr Pluguen Priz kentañ dazont ar brezhoneg, rummad Strollegezhioù", gant Ofis ar Brezhoneg[4].
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ragistor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kavet e voe arroudoù annezidi an Neolitik.
Henamer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Arroudoù eus ar C'halianed-ha-Romaned ivez, bet kempennet un hent-bras evit mont aes eus Kemper da Benmarc'h gante.
XVvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 1490 e kont ar chaloni Moreau danevell emsavadeg ar gouerien kannet ha lazhet e Prad-ar-Mil-gof war riblennoù an Dour-Ru. Sañset e vije bet tennet anv ar gwazh-dour diwar ar gwad skuilhet gant soudarded saoz ha spagnol gwarnizon Kemper. Anv a zo eus an emsavadeg-se e-barzh kanaouenn "Paotred Plouieo" a lenner er Barzaz Breiz.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Le Flô, person, ha Trouboul, kure[5].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz Sant-Kuvan, XIIIvet-XVvet-XVIIvet-XIXvet kantved
- Chapel Itron-Varia-ar-Grasoù, XVIIvet-XIXvet kantved
- Mogerioù maner Treger, XVvet kantved
- Lia-vaen e Koad-ar-C'horriged
- Krug Kerbernez
- Aerborzh Kemper-Kerne
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Tud ganet eno
- 1872 : Pêr Brelivet, barzh brezhonek.
- Tud marvet eno
- 1940 : Pêr Brelivet, barzh brezhonek.
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Llanymddyfri | 1984 |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (br) Pluguen war lec'hienn Geobreizh
- Kizhier Pluguen (kelc'h keltiek)
- (fr) Infobretagne.com
- (fr) Pluguffan Art et Histoire
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pluguffan sous la Révolution de 1789, Pluguffan, Art et Histoire, 2018
- Pluguffan, commerçants et artisans pendant les Trente Glorieuses (1945-1973), Pluguffan, Art et Histoire, 2022
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek
- ↑ [1]
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 51.