Pêr Brelivet

Eus Wikipedia

Pêr Brelivet, Pierre Marie Brélivet er marilh, zo bet ganet d'an 31 a viz Genver 1872 er Skerneg, e parrez Pluguen, e-tal Kemper, ha marvet eno d'an 23 a viz Gouere 1940. Ur peizant e oa, kinniad en iliz ha barzh brezhonek. Savet en doa un tregont bennak a ganaouennoù, hag embannet un darn anezho e Feiz ha Breiz, pe war follennoù distag, er bloavezhioù 1920-1930.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skoliataet e oa bet  Pêr Brelivet el Likez e Kemper, betek e bevarzek vloaz.

D'an 9 a viz Genver 1900 e timezas da Berrina Pernès, eus Kerbaskiou e Pluguen.

Div wech da nebeutañ en dije bet tro Pêr Brelivet d'en em gavout e lec'hioù darempredet gant Yann-Vari Deguignet : hemañ a oa bet  paotr-saout er bloavezhioù 1850 e Kermahonnet-Kerfeunten, un atant feurmet gant an Departamant evit lakaat ar skolidi eus al Likez da bleustriñ war al labour douar. E 1883, ur garg burev-butun e Pluguen a voe  roet da Yann-Vari Deguignet gant ar Prefed. Eno e chomas betek 1888.   [1].

Aozer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abalamour d'ur c'hloazadenn tapet gantañ pa oa tri bloaz – troc'het e viz-yod pa oa o c'hoari gant ostilhoù e porzh an atant – e chomas eno e-pad ar Brezel-bed kentañ.

Ur c'hristen kredus e oa, roet dezhañ medalenn argant an Dellezegezh gant an eskopti, er bloavezhioù 1930. Ur mab dezhañ, Alan Brelivet, a voe kaset da Dexas evel danvez misioner OMI (Oblated Mari Dinamm) e 1919, da zaouzek vloaz.

Difenn a rae e vro, e yezh vamm, ar relijion hag an natur.

Dindan meur a anv-pluenn e skrivas : Token, An Doken, Barz Pluguen, Barz ar Skernek.

Kanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Bevet ar Brezonek
  • Paotret yaouank Plugüen o vont da soudardet ! Kenavo !, ton ancien
  • Kenavo ha meuleudi d'ar yaouankiz
  • Kanaouenn ar « Goukou » (ton : Au clair de la lune), moullet e-barzh Ar C'horn-Boud niv. 5, miz Mae 1926, pp. 78–80
  • Ar C'hi Kayenn va mignon, ton : La Rosière de chez nous
  • Ar vam o luskella he C'hrouadur, ton luskellerez
  • Marvaill. Ar guinol, lakeat gant Sant Keon da ober tro parrez
  • Son ar c'harrad foenn (ton : Ar C'hi Kayen), moullet e-barzh Feiz ha Breiz niv. 8, 1926, pp. 302–303
  • Kalon vat eur Bugel (ton : Il pleut, il pleut Bergère), moullet e-barzh Feiz ha Breiz niv. 9, 1926, p. 357
  • Hostizien ha Roullerien, ton : son ann amouroustet
  • Oberou Comb, pe ar Seurezet taolet er maez eus ho ziez, 1902 (flemmskrid)
  • Kantik karantez ar Verc'hez enn hor c'henver, ton: C'est le mois de Marie, c'est le mois le plus beau
  • An ti ' leac'h oun ganet, ton : Le Montagnard émigré, Combien j'ai douce souvenance, Chateaubriand
  • Son ar plac'hig Mari Joz, bet penn skanv ha deut fur tre, ton : Ar C'hontrat dor
  • Ur Breizad bihan ho kana, ton : An hini goz
  • Cantique de la Ste V. (diechu)
  • Ali d'ar Guinoliet, Etre Breiz hag an Afrik, Leac'h douz d'ober eun diskuizik
  • Aket kurunet. Aliou diveza Malo Kalounek d'he vab Thomaz (diechu)
  • Da wazed Pluguen marvet évit ar vro  (17 a viz even 1923 ; Pêr Brélivet Squernec)'             
  • An Eured Kristen (14 mai 1934), Token                  
  • Oferenn nevez Jerom aout 1935  Token Deiz frico Jerom          
  • Cantique a Monseigneur Duparc, le jour de la confirmation. 11 mai 1936 e Pluguffan

Daveennoù ha dielloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Daou gaier dornskrivet
  • Kannadig Pluguen
  • Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, gant Lukian Raoul
  • Feiz ha Breiz
  • Ar C'Horn Boud
  • Catalogue Ollivier de chansons sur feuilles volantes
  • Kan.bzh
  • Dastum
  • Dalc'had Arthur Le Beux e dielloù eskopti Kemper ha Leon
  • Dalc'had ar mezeg-jeneral Charles Laurent e SHD-Brest (Service historique de la Défense)
  • Le Courrier du Finistère
  • Le Progrès du Finistère
  • Mediaoueg Kemper
  • Pennadoù e Le Télégramme, savet gant Alain Brélivet
  • Cahier de Token, ul levr savet gant Gwriziennoù Pluguen
  1. ROUZ, Bernez. Jean-Marie Déguignet: 1834-1905. Mémoires d’un paysan bas-breton. 2e éd. Le Relecq-Kerhuon : An Here, 1998, p. 84, 370