Yann-Vari Deguignet

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Jean-Marie Déguignet

Yann-Vari Deguignet zo bet ganet e Gwengad d'an 19 a viz Gouere 1834 hag aet d'an Anaon d'an 29 a viz Eost 1905 dirak ospital Kemper. En Erge-Vihan edo o chom e fin e vuhez. Ur skrivagner gallek ha brezhonek e oa.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Klasker-bara en Erge-Vras, paotr-saout e Kerfeunteun, soudard e Krimea, Kabilia ha Mec'hiko, labourer-douar en Erge-Vihan, e karg eus ur burev-butun e Pluguen e voe Yann-Vari Deguignet tro-ha-tro, ha sparlet en ospital Kemper gant ar bsikiatrourien .

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo abalamour d'an eñvorennoù skrivet gantañ, Mémoires d'un paysan Bas-Breton. [1]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Jean-Marie Déguignet : Mémoires d'un paysan Bas-Breton, Wikisource