Krimea

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Krimea

Krimea (en ukraineg Крим, e ruseg Крым, e tatareg Krimea Qırım, e turkeg Kırım) zo ul ledenez e su Ukraina, er mor Du.

En istor eo bet Krimea ul lodenn eus an impalaeriezh otoman, an impalaeriezh rusian hag URSS. E republik Ukraina emañ abaoe 1991, hag ar republik emren nemeti eo er vro.

Sebastopol ha Yalta eo he c'hêrioù brudetañ, ha Simferopol ar gêr-benn.

Istor[kemmañ]

  • Da heul brezel 1768-1774 a-enep an Impalaeriezh Otoman eo tapet Krimea gant Impalaeriezh Rusia
  • 1853-1856: brezel Krimea gant Rusia eus un tu hag an Impalaeriezh Otoman, Breizh-Veur hag ar Frañs diouzh an tu all. 750.000 a dud lazhet.
  • E 1954 eo staget Krimea ouzh Ukraina evit lidañ tri c'hant vloaz unaniezh Ukraina ha Rusia.
  • E 1991 e teu Ukraina da vezañ dizalc'h, hag e chom Krimea enni. Gwarantet eo an harzoù gant ar Stadoù-Unanet, Breizh-Veur ha Rusia.
  • E 1992 eo savet Republik emren Krimea, en Ukraina dizalc'h, met gant Sevastopol ez eus ur statud ispisial.
  • D’an 11 a viz Meurzh 2014 e tisklêr Parlamant Krimea eo dizalc'h Republik Krimea.
  • D’ar 16 a viz Meurzh 2014, referendom evit gouzout hag-eñ e vo staget ouzh Kevread Rusia. Respont a ra “ya” an darn vrasañ eus ar voterien, met n'eo ket degemeret an disoc'h gant ar gumuniezh etrebroadel war-bouez Rusia.
  • D’ar 18 a viz Meurzh, sinet eo gant Vladimir Poutin an dekred a stag Krimea ouzh Kevread Rusia. N'eo ket degemeret an dra-se gant ar gumuniezh etrebroadel.

Demografiezh[kemmañ]

An div niveradeg ziwezhañ a oa bet kaset e 1989 ha 2001. E 2011 e tlefe bezañ savet unan all[1].

Poblañs[kemmañ]

Hervez disoc'hoù niveradeg 2001 e oa 2.033.736 annezad er republik emren ha 379.492 annezad en Akyar (Sebastopol).

Kenelioù[kemmañ]

Kenel Niver a dud (e miliadoù) Dregantad hollek (2001) Dregantad hollek (1989)
Rusianed 1180.4 58.5 65.6
Ukrainiz 492.2 24.4 26.7
Tatared Krimea 243.4 12.1 1.9
Belarusiz 29.2 1.5 2.1
Tatared 11.0 0.5 0.5
Armeniz 8.7 0.4 0.1

Yezh-vamm[kemmañ]

Yezh-vamm dre genel :

  • Rusianed : ruseg (99.7 %), ukraineg (0.2 %)
  • Ukrainiz : ruseg (59.5 %), ukraineg (40.4 %)
  • Tatared Krimea : tatareg Krimea (93.0 %), ruseg (5.9 %), ukraineg (0.5 %)
  • Belarusiz : ruseg (81.8 %), belaruseg (17.1 %), ukraineg (0.9 %)
  • Tatared : tatareg (67.8 %), ruseg (25 %), ukraineg (0.1 %)

Rannoù melestradurel[kemmañ]

Qirim-memuriy-harita.PNG
  • Rannvroioù (rayonoù)
Niverenn war ar gartenn Anv e tatareg Krimea Anv en ukraineg Treuzskrivadur
1 Aqmeçit Чорноморський Chornomorske
2 Aqmescit Сімферопольський Simferopol
3 Aqşeyh Роздольненський Rozdolne
4 Bağçasaray Бахчисарайский Bakhchisaray
5 Canköy Джанкойський Dzhankoy
6 Curçı Первомайський Pervomayskiy
7 İçki Совєтський Sovetskyi
8 İslâm Terek Кіровський Kirovskyi
9 Krasnoperekopsk Красноперекопський Krasnoperekopsk
10 Qarasuvbazar Білогірський Bilohirsk
11 Qurman Красногвардійський Krasnohvardiyske
12 Saq Сакський Saky
13 Seyitler Нижньогірський Nizhnegorskiy
14 Yedi Quyu Ленінський Lenine
  • Kumunioù
Niverenn war ar gartenn Anv e tatareg Krimea Anv en ukraineg Treuzskrivadur
15 Aluşta Алуштинська Alushta
16 Aqmescit Сімферопольська Simferopol
17 Canköy Джанкойська Dzhankoy
18 Ermeni Bazar Армянська Armyansk
19 Kefe Феодосійська Theodosia
20 Keriç Керченська Kerch
21 Kezlev Євпаторійська Yevpatoria
22 Krasnoperekopsk Красноперекопська Krasnoperekopsk
23 Saq Сакська Saky
24 Sudaq Судацька Sudak
25 Yalta Ялтинська Yalta
26[2] Aqyar Севастопольська Sevastopol

Istor[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. [1] Disoc'hoù niveradeg 2001 (e turkeg)
  2. N'emañ ket Aqyar e republik emren Krimea