Khanat Krimea

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Khanat Krimea war-dro 1600

Khanat Krimea (e tatareg Krimea Qırım Hanlığı, e ruseg Крымское ханство, e turkeg Kırım Hanlığı) a oa un dierniezh tatar a renas war Krimea etre 1441 ha 1783.

A-douez ar pevar c'hanat lakaet e plas gant ar Meuriad Aour eo an hini a badas an hirañ. Stag e voe ouzh an impalaeriezh otoman eus 1475 betek sinadur feur-emglev Küçük Kaynarca e 1774.

Istor[kemmañ]

Meuriadoù tatar a'n em stalias e Krimea en XIIIvet ha XIVvet kantved. Goude diskar ar Meuriad Aour e savas freuz e-touez ar re a glaske ren war ar rannvro hag an trec'h a yeas gant Hacı Giray, diskennad Toka Temür (trizekvet mab Cuci ha mab-bihan Cengiz Han), ha ganet e Lituania e penn kentañ ar XVvet kantved. E 1441 e kognas moneiz en e anv ha diwar-se e vez lakaet ar bloavezh-se evel bloavezh krouidigezh ar c'hanat.

Bloavezhioù kentañ[kemmañ]

Mengli Giray

Goude marv Hacı Giray e savas tabut etre e vibien Mengli Giray ha Nur Devlet. Diskoulmet e voe ar gudenn e 1475 pa voe aloubet ar vro gant an Otomaned ha lakaet Mengli Giray war an tron ganto.

E 1484 e kemeras perzh an arme krimeat evit ar wech kentañ en ur brezel otoman kaset gant Bayezid II.

E 1502 e voe arsailhet kêr Saray gant Mengli ha darc'haouet evel-se an taol diwezhañ ouzh khanat ar Meuriad Aour. Goude-se e kemeras ar galloud war khanatoù Kazan hag Astrahan. Gant ar c'hresk-se teuas ar c'hanat da vezañ ur stad a-bouez er rannvro ha kevezerezh a savas etrezo ha priñselezh Moskov. E 1521 e lakaas Mehmet Giray ar seziz war Moskov ha trec'het ar Rused. Adalek an deiz-se ha betek mare Pêr Iañ e voe paeet tailhoù gant ar Rused d'an Datared.

Oadvezh aour[kemmañ]

Gazi Giray II

Devlet Iañ Giray a bignas war an tron e 1551. Sirkasianed, Nogayed pe Kiptchaked a yae d'ober e arme. E 1571 e voe trec'h war ar Rused adarre ha lakaet Moskov en arigrap. Raktres Devlet Giray a oa aloubiñ Rusia a-bezh met ne badas ket pell e huñvre pa voe faezhet ar bloaz war-lerc'h gant ar Rused en emgann Molodi, 60 km e su Moskov.

Jeu a savas etre hêred Devlet Giray goude e varv e 1577. An trec'h a yeas gant Gazi II Giray, lesanvet Bora, e 1588. Hemañ a reas berzh e-kerzh ar brezelioù etre an impalaeriezh otoman hag Aostria a-raok mervel gant ar vosenn e 1607.

Diskar[kemmañ]

E fin ar XVIIvet kantved e oa khanat Krimea en ur blegenn diaes. Diouzh un tu e oa kreñvaet kalz Rusia (deuet da vezañ un dsariezh) met ivez rouantelezh Pologn.

Arme Krimea, renet gant Murat Giray, a yeas da harpañ an Otomaned en eil seziz Vienna (1683). Goude drouziwezh an emgann e voe lamet e garg digant Murat Giray ha lakaet Hacı II Giray e penn ar c'hanat. Ne chomas ket pell war an tron hag e 1684 e teuas Selim Iañ Giray e penn ar c'hanat evit an eil gwech.

Un taol fall e voe da ghanat Krimea drouziwezh an Otomaned en o brezelioù ouzh Rusia ha sinadur feur-emglev Karlofça e 1699. Hervez an emglev-se e oa difennet ouzh an Datared kas ergerzhadennoù brezel en tiriadoù rus ha poloniat ha mont a reas war zigresk an niver a sklaved gwerzhet war marc'hadoù Krimea kement ha ken bihan ma voe ret serriñ ar marc'hadoù-se e 1735.

E 1736 ec'h eas ar Rused betek Bahçesaray ha lakaet ar rannvro en arigrap. E-kerzh brezel 1768-1774 etre an Otomaned ha Rusia e voe aloubet ledenez Krimea gant ar Rused (1771). D'an 21 a viz Gwengolo 1774 e voe sinet feur-emglev Küçük Kaynarca ha tennet Krimea diouzh tiriad an Otomaned ha ne chome levezon ganto nemet a-fed relijion.

E 1777 e pignas Şâhin Giray, anavezet evit e vignoniezh ouzh ar Rused, war an tron, daoust da enebiezh Bahadır II Giray, a-du gant an Otomaned.

E 1779 e voe sinet feur-emglev Aynalıkavak a zisklêrie dieubidigezh Krimea hag a redie soudarded Rusia da skarzhañ diouzh al ledenez. Daoust d'o sinadur ne voe ket sentet ouzh ar c'hemennoù-se gant Rusia hag e 1783 e voe aloubet en-dro Krimea gant armeoù Katelin II. Sevel a reas ar bobl ha lakaet Bahadır Giray war an tron. Şâhin Giray a zistroas gant sikour arme Rusia met, pa ne voe ket roet e c'hoant dezhañ gant ar Rused e klaskas repu en Istanbul. Lazhet e voe war enez Rodos.

E 1792 e voe staget da vat Krimea ouzh Rusia gant sinadur feur-emglev Yaş.

Darempredoù diavaez hag armerzh[kemmañ]

Hansaray, palez ar c'han e Bahçesaray

Kêrbenn gentañ khanat Krimea a voe Salacık. E 1532 e tivizas Sahib Iañ Giray lakaat anezhi e Bahçesaray.

Daoust ma oa khanat Krimea stag ouzh an impalaeriezh otoman e oa evel ur stad dieub : gallout a rae kognañ moneiz pe sinañ emglevioù gant stadoù all. Ne veze ket paeet tailhoù ganto d'an Durked ; er c'hontrol e veze kaset profoù d'an Datared gant ar sultan otoman e degouezhioù liesseurt : goproù bloaziek d'ar c'han, d'e galgay ha d'e familh, profoù d'ar c'han ha d'ar c'halgay nevez anvet, skodennoù evit lakaat an arme tatar da gemer perzh er brezelioù otoman...

Stag e oa armerzh khanat Krimea ouzh ar c'henwerzh war vor hag ar brezelioù kaset. Kalz a soudarded a veze kaset gant ar c'hanat da sikour an arme otoman en e vrezelioù en Europa hag ar gounid degaset gant an trec'hioù a yae d'ober ul lodenn vat eus ekonomiezh ar vro. Dre-se ec'h eas armerzh Krimea da fall da heul diskar an Otomaned.

Ar sklavelezh a zegase gounid ivez d'ar c'hanat. Dont a rae ar sklaved eus Ukraina, Kaokaz, Sirkasia, Rusia ha Pologn dreist-holl. Hürrem Sultan, pried Süleyman ar Meurdezus, a zeue eus ar marc'hadoù sklaved krimeat.

Pennad kar[kemmañ]

Roll khaned Krimea

Mammenn[kemmañ]

  • Les rapports entre l'Empire ottoman et la Crimée gant Alan W. Fischer e Cahiers du monde russe et soviétique, niverenn 13-3, 1972