Mont d’an endalc’had

Suleiman ar Meurdezus

Eus Wikipedia
Suleyman Iañ

Unan eus ar sultaned hag impalaerien otoman galloudusañ ha lufrusañ eo bet Suleyman I, lesanvet ar Meurdezus (turkeg otoman : سلطان سليمان اول Sultān Suleimān-i evvel ; turkeg bremañ : I. Süleyman). Ganet e voe war a seblant d'ar 6 a viz Du 1494 e Trabzon (Turkia) ha marvet e Szigetvár (Hungaria) d'ar 7 a viz Gwengolo 1566. Graet e vez Suleiman ar Meurdezus evit tud ar C'hornôg hag al Lezenner evit tud ar Sav-heol (turkeg : Kanuni ; arabeg : القانوني, al‐Qānūnī). Evel dekvet sultan an tierniezh Otoman, ren a reas an impalaeriezh otoman eus 1520 da 1566 hag e talc'has da lakaat muioc'h a diriadoù dindan e veli diwar goust Europiz hag ar Bersed. Dre varregezhioù bras e amiraled, Hayreddin Pacha, Piyale Pacha ha Dragut Pacha e teuas da vezañ ar morlu otoman an hini kreñvañ er Mor Kreizdouarel. E mare e ren e tiorroas ivez an arzoù hag al lennegezh. Lesanvet eo bet ivez Suleiman el Kanuni, da lavaret eo "al Lezenner" p'en deus adreizhet sistem riezel ha lezennel an impalaeriezh.

Mab e oa d'ar sultan Selim Iañ. Da 7 vloaz e voe kaset da skol impalaerel palez Topkapi e Kergustentin ma teskas ar skiantoù, an istor, al lennegezh, ar relijion ha taktikoù ar brezel.

Pleustriñ a reas goude gant ar merañ hag ar gouarn en Edirne hag e Manisa.

Goude marv e dad e 1520 e teuas da vezañ an dekvet sultan otoman.

Aloubadegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Asambles gant e vizir Ibrahim pacha ec'h adtapas Bitlis e 1533 hag e krogas gant an emgannoù ouzh shah Iran e 1534. E 1559 e sinas ur feur-emglev gant ar Safavided.

Alegorienn ren Karl V, enebour brasañ Suleiman.

E 1521 ec'h aloubas Belgrad, hag enez Rodos bloaz goude.

D'an 29 a viz Eost 1526 e trec'has an Hungared e Mohacs hag e lakaas an darn-vrasañ eus Hungaria dindan e zalc'h.

E 1529 e lakaas seziz war Vienna, en aner.

E 1562 e stagas Treuzsilvania ouzh e impalaeriezh.

E-korf 20 vloaz e voe trec'het Afrika an Norzh gant pachaed a oa gwazed Suleyman.

Mervel a reas Suleyman Iañ d'ar 7 a viz Gwengolo 1566 pa oa o c'hronnañ kreñvlec'h Szigetvár e Hungaria. E varv a chomas kuzh betek ma pignas Selim II war tron an impalaeriezh.

Douaret e voe e porzh moskeenn Suleymaniye en Istanbul e-kichen e wreg Hurrem Sultan.

Moskeenn Süleymaniye

Genealogiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hurrem Sultan

Eizh mab hag ur verc'h en doe digant e div bried. Pevar eus e vibien a vevas betek ar bloavezhioù 1550 : Mustafa (mab Mahidevran Sultan), Selim, Bayezid ha Cihangir (mibien Hurrem Sultan).

E vab henañ, Mustafa, a oa da vezañ sultan war e lerc'h. Met, moarvat diwar iriennoù Hurrem Sultan, e voe diskred warnañ da glask distroadañ e dad hag e voe lazhet e 1553.



En e raok :
Selim I
Sultaned an Impalaeriezh Otoman
thum
15201566
War e lerc'h :
Selim II