Suleiman ar Meurdezus

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Suleyman Iañ

Unan eus ar sultaned hag impalaerien otoman galloudusañ ha lufrusañ eo bet Suleyman I, lesanvet ar Meurdezus (turkeg ottoman : سلطان سليمان اول (Sultān Suleimān-i evvel) ; turkeg : I. Süleyman). Ganet e voe war e seblant d'ar 6 a viz Du 1494 e Trabzon (Turkia) ha marvet e Szigetvár (Hungaria) d'ar 7 a viz Gwengolo 1566. Graet e vez Suleiman ar Meurdezus evit tud ar C'hornôg hag al lezenner evit tud ar Sav-heol (turkeg : Kanuni ; arabeg : القانوني, al‐Qānūnī). Evel dekvet sultan an tierniezh Otoman, ren a reas an impalaeriezh otoman eus 1520 da 1566 hag e talc'has da lakaat muioc'h a diriadoù dindan e veli diwar goust an Europeiz hag ar Bersed. Dre varregezhioù bras e amiraled, Hayreddin Pacha, Piyale Pacha ha Dragut Pacha e teuas da vezañ ar morlu otoman an hini kreñvañ er Mor Kreizdouarel. E mare e ren e tiorroas ivez an arzoù hag al lennegezh. Lesanvet eo bet ivez Suleiman el Kanuni, da lavaret eo al lezenner p'en deus adreizhet sistem riezel ha lezennel an impalaeriezh.

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa d'ar sultan Selim Iañ. Da 7 vloaz e voe kaset da skol impalaerel palez Topkapi e Kergustentin lec'h ma teskas ar skiantoù, an istor, al lennegezh, ar relijion ha taktikoù ar brezel.

Pleustriñ a reas goude gant ar merañ hag ar gouarn e Edirne ha Manisa.

Goude marv e dad e 1520 e teuas da vezañ an dekvet sultan otoman.

Aloubadegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Azia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Asambles gant e vizir Ibrahim pacha ec'h adtapas Bitlis e 1533 hag e krogas gant an emgannoù ouzh shah Iran e 1534. E 1559 e sinas ur feur-emglev gant ar Safavided.

Europa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alegorienn ren Karl V enebour brashañ Suleiman.

E 1521 ec'h aloubas Belgrad, hag enez Rodos ur bloaz goude.

D'an 29 a viz Eost 1526 e trec'has an Hungared e Mohacs hag e lakaas an darn-vrasañ eus Hungaria dindan e zalc'h.

E 1529 e lakaas seziz war Vienna, en aner.

E 1562 e stagas Treuzsilvania ouzh e impalaeriezh.

Afrika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-korf 20 vloaz e voe trec'het Afrika an Norzh gant pachaed a oa gwazed Suleyman.

Marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas Suleyman Iañ d'ar 7 a viz Gwengolo 1566 pa oa o c'hronnañ kreñvlec'h Szigetvár e Hungaria. E varv a chomas kuzh betek ma pignas Selim II war tron an impalaeriezh.

Douaret e voe e porzh moskeenn Suleymaniye en Istanbul e-kichen e wreg Hurrem Sultan.

Moskeenn Süleymaniye

Genealogiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hurrem Sultan


8 mab hag ur verc'h en doe digant e div bried. 4 eus e vibien a vevas betek ar bloavezhioù 1550 : Mustafa (mab Mahidevran Sultan), Selim, Bayezid ha Cihangir (mibien Hurrem Sultan).

E vab henañ, Mustafa, a oa da vezañ sultan war e lerc'h. Met, moarvat diwar iriennoù Hurrem Sultan, e voe diskred warnañ da glask distroadañ e dad hag e voe lazhet e 1553.




En e raok:
Selim I
Sultaned an Impalaeriezh Otoman
thum
15201566
War e lerc'h:
Selim II