Mont d’an endalc’had

Sahib I Giray

Eus Wikipedia
Sahib Iañ Giray taolennet er 16vet kantved.

Sahib I Giray (1481 pe 1501-1551) a oa mab da Mengli I Giray ha khan Krimea.

E 1521 e voe lakaet war tron khanat Kazan gant e vreur Mehmet I Giray hag e renas eno betek 1524. Leuskel a reas neuze ar galloud d'e niz Safa Giray ha mont da Istanbul.

Khan Krimea e voe war-lerc'h e niz İslam I Giray adalek 1532.

E 1551 e voe lamet e garg digantañ diwar urzh ar sultan otoman Süleyman ar Meurdezus ha lakaet Devlet I Giray en e blas. Lazhet e voe, asambles gant e holl wragez hag e bemp mab, gant ar priñs Bölük Giray diwar urzh Devlet Giray.

Goude e varv e c'houlennas e verc'h Nuri Hani digant Nidai Remmal Hoca, bet kelenner da Sahib Giray, skrivañ buhez he zad[1].

En e raok:
İslam I Giray
Khan Krimea
thum
15321551
War e lerc'h:
Devlet I Giray

Notennoù ha deveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. [1] Sources manuscrites sur l'époque de Sahib Giray Ier gant Özalp Gökbilgin, 1970