Mengli I Giray

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Mengli Giray (e kreiz), gant e vab Mehmed Giray ha ar sultan Bayezid II

Mengli I Giray a oa mab da Hacı I Giray ha khan Krimea er XVvet ha XVIvet kantved.

Sevel a reas a-enep d'e vreur Nur Devlet goude marv o zad e 1466. Pignat a reas war tron Krimea e-pad un nebeud mizioù e 1467 a-raok bezañ skarzhet gant e vreudeur ha rediet da glask repu e Kefe gant Genoviz.

Freuz ha reuz a badas e-pad bloavezhioù etre mibien Hacı Giray a-benn tapout ar galloud hag emellañ a reas Genoviz hag Otomaned en emgannoù.

E 1478 e voe lakaet Mengli Giray e penn ar c'hanat gant ar sultan Mehmet II. Adalek ar mare-se e renas war Krimea betek e varv e 1515.

E 1502, asambles gant Ivan III, priñs meur Moskva, e tistrujas kêr Saray ha dispennet evel-se ar Meuriad Aour. Diwar-se e vrasaas levezon khanat Krimea war ar c'hanatoù all e Kazan hag Astrahan. Betek fin ren Mengli I e chomas brav an darempredoù etre Moskva ha khanat Krimea.

Tad e vefe Mengli I da Ayşe Hafsa, gwreg ar sultan otoman Selim II ha mamm Süleyman ar Meurdezus.






En e raok:
Nur Devlet
Khan Krimea
thum
1467
War e lerc'h:
Nur Devlet
En e raok:
Nur Devlet
Khan Krimea
thum
14691475
War e lerc'h:
Nur Devlet
En e raok:
-
Khan Krimea
thum
14781515
War e lerc'h:
Mehmed I Giray

Mammennoù[kemmañ]

  • Le khanat de Crimée au début du XVIe siècle : de la tradition mongole à la suzeraineté ottomane gant Chantal Lemercier-Quelquejay hag Alexandre Bennigsen e Cahiers du monde russe et soviétique niverenn 13-3, 1972.
  • La présence ottomane au sud de la Crimée et en mer d'Azov dans la première moitié du XVIe siècle gant G. Veinstein ha M. Berindei e Cahiers du monde russe et soviétique niverenn 20-3-4, 1979.