Mont d’an endalc’had

Skolaj Diwan Kemper

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. 
Arouez ar skolaj
Skolaj Diwan Jakez Riou
Porzh ar skolaj

Skolaj Diwan Kemper pe Skolaj Diwan Jakez Riou e voe an eil skolaj kentañ derez digoret gant Diwan, e 1997, e kloerdi kozh Kemper, e karter Kerfeunteun, evel un adskolaj da skolaj Roparz Hemon, er Releg-Kerhuon). Kaset e voe da Benharz (Kemper) a-c'houdevezh e 2004.

Savet e voe e 1994 ur gevredigezh anvet "Evit skolaj Kemper" evit klask reiñ ul lec'h dereat da skolajidi Diwan o chom etre Naoned ha Kemper, pa vanke plas e Skolaj Diwan Penn-ar-Bed. Aotreet e voe gant ar Stad evel un adskolaj da hemañ diwezhañ.
Ur pikol savadur eo ar c'hloerdi kozh ha ne glote ket gant ezhommoù ar skolaj, daoust dezhañ da bourveziñ kambreier e-leizh. Diabarzhiat e voe hogos an holl skolajidi evit div nozvezh, ha pa vijent Kemperidi. Yann-Fañch Jacq e voe ar rener kentañ. Digoret e voe ar c'hwec'hvet hag ar pempet klas er bloavezh kentañ hag ar pevare hag an trede da-heul.

E distro-skol 1999 e voe anvet Padrig an Habask da rener. Digoret e voe Skolaj Gwened Diwan evit degemer skolidi Bro-Gwened ha Bro-Naoned. E distro-skol 2004 e tilojas ar skolaj war-zu Penharz, e savadurioù skol gozh Louis Hémon, 5 straed ar Vañde, e karter Kervoazan, asambles gant eil skol Diwan Kemper ha kreizenn-stummañ Diwan, Kelenn, hec'h anv. E-pad an daou vloaz da-heul, ti-annez an diabarzhidi a voe e kreizenn vakañsoù Berry-Tudy en Enez-Tudi ha war-lerc’h e voe kaset da Gambr Micherioù Penn-ar-Bed, e karter Kuzon, e Kemper evit daou vloavezh all. Met pa voe kambreier Kuzon da vezañ adnevezet e tleas an ti-annez bezañ kavet e kreizenn Kerheol an ULAMIR e bourc’h Plogastell-Sant-Jermen adalek an distro-skol 2008. E 2019 e tistroas an diabarzhidi da hunva an Enez-Tudi. En enor da skrivagner Lotei, anvet eo voe “Skolaj Diwan Jakez Riou” e 2005 ha e teuas distag diouzh skolaj ar Releg-Kerhuon da-heul. Da isrenerez ez eas Fanny Chauffin, hag hi kelennerez war ar galleg.

Dibaoe miz Gwengolo 2016 eo rener Erwan ar Berr.

E 2024 'oa bet staliet hunva ar skolaj e Ti ar Brug, ur savadur meret gant ar gevredigezh Kroashent Kerne.

UAI ar skolaj : 0292204N 8 klasad zo er skolaj, tro-dro 190 skolajiad (2017).

Gwengolo 2012: Ti ragaozet ar porzh, e stad fall pelloc'h, zo bet savet un ti greantel en e lec'h.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]