Jakez Riou
Jakez Riou | |
---|---|
![]() | |
Anv ofisiel | Jacques Yves Marie Riou |
Anv pluenn | Jakez Riou Hep ken |
Obererezh | Daneveller, barzh, c'hoarivoaour, romantour |
Ganedigezh | 1añ a viz Mae 1899 e Lotei |
Marv | 14 a viz Genver 1937 (37 vloaz) e Kastell-Briant |
Yezh skrivañ | Brezhoneg |
Oberennoù pennañ | |
Geotenn ar Werc'hez Gorsedd-Digor Nomenoe-oe ! An ti satanazet | |
kemmañ ![]() |
Ur skrivagner brezhonek eo Jakez Riou (Jacques Yves Marie Riou). Ganet e oa e kêriadenn Kerwazh (Kervoas) e Lotei d'ar 1añ a viz Mae 1899. Marvet e oa d'n oad a 37 vloaz d'ar 14 a viz Genver 1937 e Kastell-Briant (Bro-Naoned).
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pa oa daouzek vloaz e oa bet kaset da skolaj Hondarribia en Euskadi [1]. Daou grennard all a oa gantañ, Youenn Drezen ha Jakez Kerrien, a oa bet merzet gant beleien o farrez dre ma oa danvez beleien enno. Skrivagnerien vrezhonek vrudet eo deuet da vezañ an tri anezho.
Mont a reas goude, e 1916, da gloerdi bihan Kalon sakr Pikpus e Miranda Ebro, proviñs Burgos, e Spagn [1] ha distreiñ da Vreizh e miz Ebrel 1918 ; seizh vloaz e oa chomet pell diouzh e vro.
Mont a reas d'ober e goñje hag e pakas ur red-korf hag ur seurt droug-skevent en Elzas. Pa zistroas eus e goñje ez eas da lojañ e ti e c'hoar e Lokmaria-Berrien (Kerne-Uhel).
Embann a reas istorioù ha kontadennoù er gazetenn Gwalarn renet gant Roparz Hemon, hag e 1928 e skrivas e bennoberenn « Geotenn ar Werc'hez », a voe embannet el levr anvet Geotenn ar Werc'hez ha kontadennoù all e 1934.
Oberoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar Manac'h Mogn (danevell) Buhez Breiz 1923
- Ar Morskouled (danevell) Buhez Breiz 1924
- Lizher an hini marv (danevell embannet e stumm ul levr) Emglev Sant Iltud 1925
- Geotenn ar Werc'hez (Danevell) Gwalarn Nn 13 1928
- Ur Barr-Avel (danevell) Gwalarn Nn 14 1928
- Prometheus ereet (danevell) Gwalarn Nn 15 1928 (e koun Jorj Robin)
- An Tousegi (barzhoneg) Gwalarn Nn 15 1928
- Ar Balafenned gwenn (barzhoneg) Gwalarn Nn 15 1928
- Gorsedd digor (pezh-c'hoari) Gwalarn Nn 16 1928
- Introibo (barzhoneg) Gwalarn Nn 16 1928
- Yun (danevell) Gwalarn Nn 17 1929
- Mona (danevell) Gwalarn Nn 18 1929
- Balafenn (barzhoneg) Gwalarn Nn 19 1929
- Gouel ar Sakramant (danevell) Gwalarn Nn 20 1929
- Serr-noz (barzhoneg) Gwalarn Nn 29 1931
- Ar Feunteun zu (barzhoneg) Gwalarn Nn 66 1934
- Ar Run-Heol (danevell) Gwalarn Nn 70 1934
- Anna Tregidi (barzhoneg) Gwalarn Nn 70 1934
- Ar goulenn (barzhoneg) Gwalarn Nn 70 1934
- Geotenn ar Werc'hez (danevelloù) Skrid ha Skeudenn 1934
- Troioù-kamm Alanig al Louarn (danevelloù diwar Goethe) Gwalarn Nn 89 1936 ha Gwalarn Nn 97 1936
- Lan, embanner al ludu (danevell) Gwalarn Nn 110-111 1938
- Arnev (danevell) Gwalarn Nn 110-111 1938
- Tan war c'horre Kemenez (danevell) Gwalarn Nn 132 1941
- Pec'hed marvel Gregor Kogan (danevell) Gwalarn Nn 132 1941
- Nomenoe-Oe ! (pezh-c'hoari), Embannadur Skrid ha skeudenn, Skeudennaouiñ gant Pierre Péron, 1941 (ISBN 2867750458)
- Dogan (pezh-c'hoari) Skrid ha Skeudenn 1943
- An ti Satanazet (romantig) Skridoù Breizh 1944
- Torfed ar frer Juniper in Pemp pezh-c'hoari berr (pezh-c'hoari) Skridoù Breizh, 1944
- Heol (barzhoneg) Al Liamm 1954
- Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all Al Liamm 1957
Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Troiou-kamm Alanig al Louarn, troidigezh e komz-plaen eus Reineke Fuchs J. W. von Goethe (1794), embannet e Gwalarn niv. 89 (Ebrel 1936) ha niv. 97 (Kerzu 1936), skeudennaouet gant Pêr Peron ; adembannet gant An Alarc'h e 2011, tresadennoù gant Maël Verot (ISBN 978-2-916835-29-7)
- Torfed ar Frer Juniper, troet diwar Herri Ghéon (Henri Vangeon), Embannadur Hor Yezh (27 pajenn), 1993
Adembannadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
O vezañ ma n'eus ket gwirioù ken e c'haller adembann dinec'h levrioù Jakez Riou, ha setu a zo bet graet gant ar gelaouenn Aber e 2010, gant adembannadur an tri fezh-c'hoari :
- Nominoe-Oe !
- Dogan
- Gorsedd-Digor[2]
Kemend-all en deus graet An Alarc'h gant adembannadurioù all (An ti satanazet, Troioù-kamm Alanig al louarn).
Hêrezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Anv Jakez Riou a zo bet roet da Skolaj Diwan Kemper.
- Meur a straed zo e Breizh dezho anv Jakez Riou : Brest, Kemper, Douarnenez, ar C'hastell-Nevez, Lotei, Plouzeniel.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ 1,0 ha1,1 Alan Dipode : Youenn Drezen – Ma zammig buhezig, Al Liamm niv. 317, Du-Kerzu 1999, pp. 24-34.
- ↑ « Gorsedd-Digor » a oa bet adembannet gant Emgleo Breiz er gelaouenn Brud, niv. 45, diskar-amzer 1973 ; golo gant Pierre Péron, rakger gant Pêr-Jakez Heliaz, skeudennoù gant Mikael Mohrt.