An ti Satanazet

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Pajenn gentañ golo al levr bet embannet e 1944

An Ti satanazet zo ur romantig brezhoneg gant Jakez Riou, savet etre 1930 ha 1931.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er gazetenn bemdeziek Le Courrier du Finistère, e 1930 ha 1931, an hini eo e oa bet embannet, da gentañ-penn, an ugent pennad a ya d'ober troioù-kaer an daou genderv-kompez Job ha Lom. Adembannet e voe ar skrid e stumm ul levrig, kant teir fajenn ha tregont ennañ, – An ti Satanazet an titl anezhañ – gant Skridoù Breizh e 1944 ; skeudennaouet e oa bet gant Pierre Péron.

Adembannadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adembannet e oa bet al levr e miz Gwengolo 1999 gant Brud Nevez hag e miz Gwengolo 2012 gant An Alarc'h embannadurioù.

Ar romant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ Job ha Lom o chom e kêr Lanurgad ha krediñ a ra dezhe eo beuzet Herri, o eontr. Ha diwar neuze ne bado ket an daou istrogell gant ar c'hoant lakaat o c'hrabanoù war an hêrezh... evit d'o moereb bezañ bev c'hoazh ha yac'h-pesk.

Ar pennadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu an ugent pennad :

  • Raklavar
  • Daou istrogell
  • Meû-eûh !
  • O ! moereb, moereb muiañ-karet...
  • Evel e rimadell ar gazeg wenn
  • Falz an dic'harzher
  • Teñzor burzhudus Beg-ar-C'hraneg
  • Al loar he sklerijenn gamm
  • Litanioù an diaoul
  • Ar c'hazh gouez
  • An daou gilhog-raden
  • An Anken e kalon ar baotred
  • Ar spont a ren
  • Satanazet !... Ar c'hleñved dañjerus !...
  • Un afer fall
  • Un afer falloc'h c'hoazh
  • Daou besketaer eus an dibab
  • Bodadeg vras e Landremel hag en hent war-du Karreg-al-Louarn
  • An emgann etre ar marichal ha Satanaz
  • D'ar Gwener c'hoarzhadeg, d'ar sadorn leñvadeg

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]