Jorj Robin
Jorj Robin (Georges Robin en ti-kêr) a oa skultour hag engravour-koad ; patromoù broderezh a ginnigas ivez evit Nadoziou e Naoned. Ganet e Naoned e 1904, marvet e 1928, falc'het gant an droug-skevent. Ezel e oa eus Unvaniez ar Seiz Breur[1]. A-hend-all, sikour a zegasas da sevel Kelc'h Keltiek Naoned.
Krouiñ a reas, e-touez traoù all, an engravioù embannet gant Gwalarn e deroù ar bloavezh 1928 da heul an droidigezh eus Prometheus Ereet gant Aesc'hulos savet gant Youenn Drezen[2].
Pa varvas Jorj Robin e fin ar memes bloavezh 1928, Jakez Riou a embannas e Gwalarn (niv. 15) un danevellig dindan an titl Prometheus Ereet. Keñveriañ a ra ar c'hlañvour war e wele ha Prometheus stag ouzh ar roc'h gant ur c'hemm dister : ur gup eo amañ a zeu bemdez da grignat skevent ar paotr (arabat ankouaat e oa tapet Jakez Riou gant ar memes kleñved). Jakez Riou a zegas da soñj an tri engrav pennañ bet embannet er gelaouenn un nebeud mizioù araok hag ar souezh a oa bet d'an dud gwelet Prometheus skeudennet e-giz ur paotr ken yaouank hag an arzour ha neket ur ramz evel boas[3].
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ E 1931, Reun Kreston, gant Paul Ladmirault, a embannas ul levrig diwar e benn : René-Yves Creston, Jorj Robin, skulter vrezon, e vuhez, e ober (brezhoneg ha galleg), Unvaniez ar Seiz Breur, Keltia.
- ↑ Adembannet eo bet "pajenn ha pajenn" an droidigezh hag engravioù Jorj Robin gant Mouladurioù Hor Yezh e 2000 ; er memes levrenn e kaver ivez Ar Bersed (gant Aesc'hulos, troet gant Youenn Drezen) ha da heul engravioù gant Reun Kreston.
- ↑ Ar skrid-se, evel ar re all gant Jakez Riou, a c'hell bezañ lennet e Wikimammenn : http://br.wikisource.org/w/index.php?title=Prometheus_Ereet&oldid=34870.