L'Heure Bretonne
L'Heure bretonne | |
---|---|
![]() | |
Padelezh | Sizhuniek Even 1940 - Even 1944 |
Kentañ niverenn | 4 a viz Even 1940 |
Niverenn ziwezhañ | Miz Even 1944 |
Bro | ![]() |
Doare | ![]() |
Sujidigezh | ![]() |
Anvioù all | |
Koumananterien | milieroù d'an uhelañ |
Pennoù | Morvan Lebesque 1940 Jean Merrien 1940 |
kemmañ ![]() |
L'Heure Bretonne a oa ur gazetenn sizhuniek broadelour breton, kazetenn Strollad Broadel Breizh e vezo adal miz Even 1940 betek miz Even 1944 mare dalc'hidigezh Breizh gant an Alamanted.
Bet e voe ur gendalc'hadenn d'ar gazetenn Breiz Atao. Divyezhek e oa ar gazetenn gant testennoù en galleg hag en brezhoneg. Liammet e oa gant ur gevredigezh anvet Kevar savet gant lennerien ar gazetenn L'Heure Bretonne. Bruderezh a veze er gazetenn alies er bajenn gentañ evit brudañ Kevar hag a oa staliet e Pariz.
Istor L'Heure Bretonne[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Krouidigezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
L'Heure Bretonne a oa bet krouet gant Frañsez Debauvais hag Olier Mordrel, da-heul ar c'hendalc'h a oa bet dalc'het e Pondi d'an 3 a viz Gouere 1940 : kannad Strollad Broadel Breizh a oa.
Gant aotre an Ac'huber alaman o klask seveniñ ur bolitikerezh evit minorelezhioù Bro-C'hall evit gwanaat ar Stad c'hall e oa bet moullet he niverenn gentañ(Daveoù a vank). War-bouez gwaskerelloù-tro ar gazetenn L’Ouest-Éclair e vezo graet, e Roazhon, d'ar 14 a viz Gouere 1940 hag ingalet digoust e Breizh a-bezh.
L'Heure Bretonne ha Vichy[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hanter-hent e klaske chom ar gazetenn da-geñver tagañ gouarnamant Vichy dreist-holl dre levezon Raymond Delaporte. Adal ar bloavezh 1941 e krog ar gazetenn L'Heure Bretonne da vont war fonnusaat gant he zagadennoù a-enep gouarnamant Vichy ha dreist-holl gant ur sell war drouk-skouer ar bourvezadur.
Evit an Europa Nevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar gelaouenn L'Heure bretonne a oa a-du gant mennozh an Europa Nevez. Talvezout a ra e oa kavet testennoù o vrudañ stourm politikel an Alamanted dreist-holl gant ur sell enep-komunour, bep sizhun e veze kavet ivez un istor eus ar stourm kaset da benn gant ar Wehrmacht a-enep d'an URSS.
Doare skridoù L'Heure Bretonne[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Linenn bolitikel ar gazetenn a oa kenderc'hel obererezh ar gazetenn Breiz Atao. Selloù L'Heure Bretonne a oa neuze :
- Broadelour breton o stourm evit dieubidigezh Breizh
- Enep c'hall a-grenn
- Enep Saoz daonet
- Enep Jakobinour
- Evit modernaat Breizh war an holl dachennoù (brezhoneg, labour-douar, ekonomiezh...)
- Enep estrenien
- Enep Yuzev
- Difenn ar ouenn vrezhon
- Istor Breizh
- Enep Vichy
- Istor ar stourm kaset da benn gant ar Wehrmacht a-enep d'an URSS
- Bann ar sportoù
- Bann an torfedoù (laeroñsi...)
Ar c'hentañ niverenn embannet d'ar 14 a viz Gouere 1940 a zisklêr gant an titl "Breizh a vez ofisiel bremañ" ouzhpennet e vez en destenn ez eo « Anavezet ar vro dindan ur stumm ofisiel gant pennadurezhioù Alamagn dre ma'z eus bet krouet ganto ur post a c'houarnour da Vreizh...».
Meur a bennad-skrid gouennelour hag a-enep ar Yuzevien a oa bet embannet enni.
Dibenn L'Heure Bretonne[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daou c'hant teir niverenn a voe renablet betek an hini ziwezhañ, d'an 2 a viz Gouere 1944.
Uzhiadur un niverenn L'Heure bretonne[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Er bajenn gentañ e kaver an titl e bras L'Heure bretonne gant an istitl "Journal Breton hebdomadaire " (Kazetenn sizhuniek Breton). Kavet e vez war ar bajenn gentañ un destenn en Brezhoneg war meur a sujedoù hervez an niverenn:
- Relijiel (niverenn 120 d'an 31 a viz Here 1942 " An Holl-sent hag an anaon hag ar vuhez", niverenn 194 d'ar 26 a viz Ebrel 1944 "Frañsez paourig Asiz")
- Ekonomikel (niverenn 172 d'ar 7 a viz Du 1943 "Evit c'hwec'h ugenvet bloaz an tren" gant Tin Gariou / Youenn Drezen)
- Politikel (niverenn 170 d'ar 24 a viz Here 1943 "N'ankounac'homp ket" gant W.B Kourted, niverenn 193 d'an 9 a viz Ebrel 1944 "Nag hor bro-ni?")
- Yezhel (niverenn 169 d'ar 17 a viz Here 1943 "Ar Galleg Chimik", niverenn 176 d'ar 5 a viz kerzu 1943 "Arc'hant da c'hounid gant ar Brezhoneg!" gant Tin Gariou / Youenn Drezen, niverenn 177 d'an 12 a viz kerzu 1943 "Arc'hant da c'hounid...met ya!"gant Tin Gariou / Youenn Drezen)
- Lennegel ( D'ar 26 a viz Du 1943 "Bugelig ar c'hraou ha deroù-mat ar bloavezh nevez" gant Tin Gariou / Youenn Drezen)
- Tudennoù Breizh ( niverenn 187 d'ar 27 a viz C'hwevrer 1944 "Jozeb-Mari ar Brix" adal an haroz nijer breton Joseph Le Brix gant Tin Gariou / Youenn Drezen)
Kavet e vez ivez alies ul ludresadenn o flemmañ bro C'hall hag ar spered C'hall hervez an aozerien.
Pennskriverien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Morvan Lebesque (e-kerzh hañv 1940, ur mare 2 viz. Adkavet e vezo goude-se o kemer perzh er gazetenn Je Suis Partout evel barner an arzoù),
- Jean Merrien (bet ganet René de la Poix de Fréminville) ; roet e oa bet e zilez gantañ e miz Kerzu 1940,
- Job Jaffré (adal miz kerzu 1940).
- Raymond Delaporte
Kenlabourerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Abeozen
- Gwilherm Berthou-Kerverzhiou kronikenn ar Yezh hag ar Vro
- René-Yves Creston
- Yann Goulet
- Alain Guel
- Loeiz Herrieu
- Alan Heusaff
- Hervé Le Helloco
- Youenn Drezen
- Alan Louarn
- Raffig Tullou
- Polig Monjarret
- Taldir Jaffrennou
- Yann Kerlann
Savadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Savadur pennañ ar gazetenn l'Heure bretonne a oa plasenn an ti kêr e Roazhon er penn-uhelañ eus ar blasenn[1].
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Les Heures douloureuses de Rennes, gant V. Ladam