Alan Dipode

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Alan Dipode, bet ganet d'an 13 a viz Meurzh 1955 e Pariz, a zo un treser, skrivagner ha troer brezhonek.
E 1980, d'an oad a 25 bloaz, ez erruas e Montroulez da chom. Diwar atiz Bernez Rouz e krogas da zeskiñ brezhoneg dre Skol Ober e 1983, digant Jean-Claude Miossec en deroù ha digant Ivetig an Dred-Kervella adalek an eil live betek penn.
E 1986, echuet gantañ ar pemp live, e voe difazier d'e dro betek 2000.

Kenlabouret en deus dreist-holl gant Embannadurioù an Here m'en deus difaziet, maketennet ha skeudennaouet meur a levr evito ; tresadennoù, bannoù-treset hag istorioù evit ar vugale en deus graet er gelaouenn Cholori ; rener ar gazetenn Talabao e oa, m'en deus treset ha savet pennadoù.
Meur a zanevell, a studi hag a varzhoneg diwar e bluenn zo bet embannet er gelaouenn lennegel Al Liamm[1].

E Brieg emañ o chom bremañ, ha tad eo da Voran Dipode. Koulz Moran, e vreur Riwal hag e c'hoar Nollaig zo bet desavet e brezhoneg ha skoliataet e Skolioù Diwan betek o bachelouriezh.

Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]