Bannoù-treset

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar bannoù-treset (Geriadur An Here hag Ofis ar brezhoneg) pe bannoù treset (geriadur Roparz Hemon-Ronan Huon), pe istorioù treset, zo un heuliad skeudennoù lakaet en ur bann, a zo ken tev hag un dek linennad skrivet, kinniget en un doare arzel da gontañ un istor dre dresadennoù, war un dro gant testennoù peurliesañ ivez. Embannet e vez ar bannoù treset e meur a zoare:

  • e stumm ur bann hepken e kazetennoù zo,
  • e stumm ur bajennad hepken,
  • e stumm levrioù, a vez graet albomoù anezho.

Tud zo a ra an navvet arz eus ar sevel bannoù-treset, war-lerc'h ar 7 arz pennañ, hag ar sinema da eizhvet.

An navvet arz?[kemmañ]

Hag un arz eo sevel bannoù-treset? Lod a lâr eo un arz peogwir eo kejadenn an tresañ hag ar c'hontañ en ur glask ur genedelezh bennak, pe efedoù zo da nebeutañ. Lod all a lâr n'eo nemet ur media evel ar skinwel.

Un arz lies e stummoù[kemmañ]

Pajenn ur bannoù-treset amerikan Atomic war! (1952), gant lagadennoù ha trouzadelloù.

N'eo ket ar pezh a vez anvet e galleg ar bande dessinée ur c'henderc'had hollvedel. Er bed saoznek e vez kaoz eus comics pe comic strip pe cartoon pe graphic novel hag a zo danevelloù skeudennet hir a-walc'h war n'eus forzh peseurt tem. Un afer european eo ar bandes-dessinées ha p'eo ar Suis Rodolphe Töpffer a greder bezañ bet an hini en deus lakaet asambles skeudennoù ha testennoù. Met er gelaouenn gristen evit ar yaouankiz belgiat Petits belges embannet war-dro 1920 e voe dispaket ar c'hentañ bannoù-treset gant ur glogorenn e-lec'h ma skriver komzoù an tudennoù treset. Japaniz o deus bannoù-treset a reer manga eus outo.

Anvioù disheñvel evit ur memes arz[kemmañ]

E dachenn sevenadurel saoznek e veze komzet eta eus comics ("farsus") pe c'hoazh funnies ("fentus"). Er bloavezhioù 1980 o doa ar Saozon roet daou anv all evit kuitaat ar c’heriaoueg skañv : Graphic Novel ("roman grafiket") ha Sequential art ("arz sekañsel").
En italianeg e vez graet Fumetti eus ar bannoù treset ("mogedennoù").
E kastilhaneg eo anv ar gazetenn gentañ he doa embannet bannoù treset e Spagn (TBO, 1917) hag en deus roet e anv d'ar bannnoù treset : Tebeos, met komzet e vez ivez kalz eus historietas ("istorioù berr").
E portugaleg Brazil e vo komzet eus Historia em quadrinhos ("istorioù e taolennoù bihan"), pa vo komzet kentoc'h eus bandas desenhadas er Portugal.
E japaneg e vez anvet ar bannoù treset manga ("skeudennoù da c'hoarzhin").
E sineg e vez komzet eus lihuanhua ("skeudennoù chandennet") hag a-wechoù eus Manhua.
E koreeg e vez komzet eus Manhwa.
Er broioù skandinaviat e talvez ar gêr Tegneserie (Norvegia) pe Tecknad serie (Sveden) kement ha "heuliad tresadennoù".
Er broioù gallek, ouzhpenn an dro lavar "bande dessinée", e veze komzet eus "illustrés" (levrioù skeudennet) pe c'hoazh eus "Petits Mickeys", gerioù tennet eus geriaoueg ar vugale.

Istor ar bannoù-treset[kemmañ]

Deuet e oa war wel ar bannoù-treset e Suis er bloavezhioù 1830 gant albomoù Rodolphe Töpffer. Skrivañ a reas Histoire de Monsieur Vieux-Bois (embannet e 1837). Pep a bajenn gant tresadennoù a zispake an destenn a-us. Skignet e oa er bed-holl e-pad an XIXvet kantved dre hebioù kelaouennoù hag er c'hazetennoù flemmganus. Brudet e oa e fin ar c'hantved-se er c'hazetennoù amerikan e stumm ar c'homic strip.

E penn-kentañ an XXvet kantved e Bro-C'hall ec'h embannas Christophe Les aventures du sapeur Camenber, meur a istor fentus berr kontet dre skeudennoù ha dre an destenn a-is. Graet e veze seurt produioù evit ar vugale, rak ne grede ket an dud en oad e oa dereat "lenn" levrioù skeudennet. Pa'z embannas ur beleg belgiat ar gelaouenn "Petits belges" e klaskas reneveziñ ar bannoù-treset.

Er Stadoù-Unanet, e penn ar wask evit ar vugale dre hebioù kelaouennoù arbennik adalek ar bloavezhioù 1930, ar bannoù treset a douch muioc'h mui ar grennarded hag an oadourien gant ar comic book hag ar strip eus ar c'hentañ.

E Belgia, pelloc'h e oa krouet ar Petit Vingtième, ur gelaouenn gristen evit ar yaouankiz hag e tegemeras labour Georges Rémi a rae gant Hergé evit e anv-pluenn. Hemañ a ijinas un istor gant ur c'helaouenner yaouank oc'h ober ur veaj en Unvaniezh soviedel. Pal an oberour koulz hag hini rener kristen ar gealouenn a oa pismigañ ar gomunouriezh a rene buhez ar riez nevez. Berzh a reas an istor hag e voe embannet e 1930 en ul levr distag, Tintin e bro ar soviedoù. Kroget e oa bet "Troioù-kaer Tintin".

Padal e oa bet enporzhiet en Europa ar comic strips amerikan hag ar Journal de Mickey a embanne darn anezho e galleg. Pa rene e reuz an Eil Brezel-bed e oa difennet gwerzhañ ar produioù amerikan ha diouzh-se e reas an dreserien velgiat berzh bras e Bro-C'hall hag e Belgia. Er gelaouenn velgiat Bravo e voe gwelet kentañ oberennoù Jacobs, Jacques Laudy, Raymond Reding, Albert Uderzo ha Willy Vandersteen.

Spirou magazine, krouet e Belgia just a-raok ar brezel a oa berzet a-brantadoù gant an nazied, met e talc'has da chom bev hag e voe embannet un dastumad levrioù bannoù-treset pa echuas ar brezel e 1944.

Er bloavezhioù 1950 eo dispaket da vat an embann bannoù-treset e Japan gant berzh labour Osamu Tezuka da skouer.

Er bloavezhioù 1960, ar bannoù treset e oa reizhkaet ha kuitaat a rae hollved ar vugale. Krouidigezhioù Jean-Claude Forest, eus al lusk Gegika ha d'an underground amerikan o doa lakaet kalz a dud d'en em soñjal war traoù'zo, ar pezh en doa degaset ar c'hentañ diskour abegus. Er bloavezhioù 1970, e oa bet kendalc'het an arnoderezhioù adreñv Moebius. Mard eo ar rummadoù dudiamant klasel mestr war ar marc'had hiziv c'hoazh, ar bannoù treset he deus ergerzhet abaoe ar bloavezhioù 1980 an holl tachennoù liammet gant an arzoù danevell all. Deuet da vezañ anavezet a-benn ar fin, memes ma 'z eo bet goreek an anaoudegezh-se evel ma glemm an dud oc'h ober anezhañ.

Bannoù-treset e brezhoneg[kemmañ]

Bannoù-treset a zo a oa savet e brezhoneg end eeun, met n'int ket stank avat. Muioc'h a gaver a zo bet troet eus ur yezh all, ar galleg peurliesañ.
Gwelout ar pennad gouestlet d'ar bannoù-treset troet e brezhoneg.

Festivalioù ha mirdioù bannoù-treset[kemmañ]

E Breizh[kemmañ]

Brud zo war daou anezho dreist-holl :

Festivalioù all a kaver b'ar vro :

E Bro-C'hall[kemmañ]

E Belgia[kemmañ]

Mirdi ar Bannoù-treset ha Mirdi Tintin e Brusel.

Liammoù diabarzh[kemmañ]