Bernez Rouz

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Bernez Rouz (Bernard Le Roux) a zo ganet e 1953 en Erge-Vras (Penn-ar-Bed).

Studier war an istor hag ar brezhoneg eo bet e Kemper hag e Roazhon. Graet en deus d'ar mare-se war-dro Yod-Kerc'h ha kelaouenn Skol an Emsav

Kazetenner e Radio France e Kemper (France Bleu Breizh Izel) eo bet da gentañ (1982-1990), da c'houde eo bet pennskridaozer e France Bleu Picardie a-raok bezañ Pennskridaozer e France 3 Iroise e Brest. Abaoe penn-kentañ miz Genver 2008 emañ e penn an abadennoù brezhonek war France 3 Bretagne ; aet war e leve en nevez-hañv 2014. Deuet eo da vezañ Prezidant Ti ar Vro Kemper e miz Du 2014. Bet eo bet dilennet da vezan prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh ar 7 a viz Genver 2017.

E labour a lak anezhañ da labourat war an Afer Sezneg. Ar c'hazetenner nemetañ eo en deus gellet lenn teuliad barnerezhel an afer. E 2005 ec'h embannas L’affaire Quéméneur-Seznec, enquête sur un mystère (éditions Apogée, Roazhon), ul levr hag a gav abeg er raksoñjoù war an afer. Dre ma 'z eo entanet gant an Istor lec'hel e embannas e 1998 Les Mémoires d’un Paysan Bas-Breton skrivet gant e genvroad Jean-Marie Déguignet. 20vet moulladur ar best seller se (400 000 skouerenn) a zo bet embannet gant an éditions Arkae, e miz Here 2008.