Jean-Claude Miossec

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Jean-Claude Miossec (ganet d'an 29 a viz Mezheven 1936 e Brest) zo ur skrivagner brezhonek en deus savet danevelloù, troidigezhioù diwar ar saozneg, ha pennadoù a bep seurt diwar-benn ar yezh, embannet er gelaouenn Brud Nevez. Skoazell en deus roet da c'heriadurioù F. Favereau hag A. Merser ivez.

Goude bezañ deuet da vezañ turgner war ar metalioù e voe anvet da benn-labour e porzh brezel Brest. War-lerc'h e goñje e voe kaset da Vers el Kebir e Bro-Aljeria kent kemer perzh er skoazell bet roet gant Bro-Frañs d’ar vro-se. Kelenner e voe war ar jedoniezh en ul lise e Aljer (1964 - 1969) kent dont en-dro d’e vicher a-benn labourat e Brest. Anvet e voe e 1973 evit ober war-dro an uzinioù a rae war-dro ar verdeadurezh e Strasbourg. Eno eo e reas anaoudegezh gant rannyezh ar vro-se a lakeas da sevel ennañ ur c’hoant divuzul da zeskiñ brezhoneg.

Deuet en-dro da Vrest e stagas da skrivañ danevelloù ha paket e voe gantañ meur a briz lennegel bet embannet gant ar gazetenn Al Liamm. Skoazellet gant e wreg a oa brezhonegerez a-vihanik e voe anat dezhañ e oa un diforc'h eus ar re spontusañ, d'e veno, etre ar brezhoneg desket dre levrioù zo ha brezhoneg ar bobl. Dilezel a reas “Al Liamm” kent kenlabourat gant Brud Nevez. Goude bezañ graet anaoudegezh gant an Aotrou Fave, bet eskob e Kemper, e skoazellas anezhañ da sevel meur a labour a selle ouzh ar yezh a voe embannet gant “Brud Nevez”.

Desket ivez un tamm saozneg gantañ e stagas da sevel ur geriadur brezhoneg-saozneg ha saozneg-brezhoneg en ur gemer perzh er geriadurioù bet savet gant F. Favereau hag Andreo ar Merser. Gwech an amzer e roe da c'houzout e soñj diwar ar fazioù gwir pe faos bet graet gant skrivagner-mañ-skrivagner.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Enezenn ar razed - Danavellou - 1978
  • Danavellou - (Lenora Timm) bet lakeet e brezoneg diwar ar saozneg - 1994 -
  • Studiadennou - 1994 -
  • Danavellou all bet lakeet e brezoneg diwar ar saozneg ( O.Wilde - M.Twain) - 2000
  • Eur micherour nevez ha danavellou all - 2001 -
  • Ar brinzez a oa uhel an avel ganti - Danavellou a beb seurt - 2001 -
  • D’an avañtur Doué dre heñchou dindan zouar Roh-Vur ( Ernest ar Arzig bet lakeet e brezoneg) - 2002 -
  • Torfed ar chaseour (Danavellou a beb seurt bro) - 2005.
  • Sevenedigez ar geiz ( V.Favé - J.C Miossec) ( 1985 - 1995)
  • Pennadou evid skoazella an deraouidi e BrudNevez.
  • Geriadur brezoneg - saozneg ha saozneg - brezoneg ( 1985 - .....)