Doganerezh
Neuz
(Adkaset eus Dogan)
Dogan eo an ozhac'h a ya e wreg da gousket gant ur gwaz all, en deus ur wreg avoultrerez eta. Doganez a vo lavaret eus ur vaouez a ya he gwaz da gousket gant ur vaouez all, he deus ur gwaz avoultr pe avoultrer. Hiziv e talv ivez evit koubladoù ha n'int ket dimezet. Doganiñ an dud a ra an doganerien gant o doganerezh.
Ur ger a vez implijet evit ober fent pe goap eo ar ger dogan. Koulskoude e ra dave d'an avoultriezh, un torfed hervez al lezenn.
Doganed er gwerzioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An dogan e Canaouennou gret gant eur C’hernewod, gant Prosper Proux,
- An Doganed, e Soniou Breiz-Izel
- Er son Yann Mic'hiek e lenner: Itron, ha ma kredfen, doganiñ an aotrou e rafen.
- Dogan, pezh-c'hoari Jakez Riou. Skrid ha skeudenn, 1943.
E galleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An danvez ar muiañ meret et c'hoariva gallek, adalek dibenn an XIXvet kantved, eo hini an doganiñ. Met abaoe pell e veze kavet er pezhioù.
- Sganarelle ou le Cocu imaginaire , gant Molière