Mae
Sauter à la navigation
Sauter à la recherche

Mae, livadur tennet eus
Les Très Riches Heures du duc de Berry
(Mirdi Condé e Chantilly, Oise, Bro-C'hall).
Les Très Riches Heures du duc de Berry
(Mirdi Condé e Chantilly, Oise, Bro-C'hall).
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Genver · | C'hwevrer · | Meurzh · | Ebrel · | Mae · | Mezheven · | Gouere · | Eost · | Gwengolo · | Here · | Du · | Kerzu |
Pempvet miz ar bloaz eo miz Mae hervez an deiziadur gregorian.
Gwechall e oad kustum, e meur a vro en Europa, da blantañ ur « Mae » pe « gwezenn Mae » evit lidañ distro an delioù er gwez. E Kontelezh Nisa e weled plac'hed ha paotred o « treiñ ar Mae » ouzh son ar pif hag an taboulin, da lavarout eo dañsal koroll-tro miz Mae en-dro d'ar wezenn Mae plantet war leurgêr ar gêriadenn.
Krennlavaroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Diwar-benn noz diwezhañ ar miz : Noz ar Wenngaouenn Etre Mae ha Mezheven.
- Da viz ebrel e kousk an ozac'h hag e vevel, da viz Mae e lavar ar wreg d'ar vatez ober ive.[1]
- E miz Mae, re glaw bemdez ha re nebeud beb eil deiz nemed en noz e rafe.[1]
- Tarkouillen (targizier) miz Mae a vez lazet gand ar re all.[2]
- Da viz Mae, taol da chupenn e toull ar c’hae.
- E miz Mae, ar c’hezeg a daol o sae hag ar medisin a vez gae.
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ 1,0 ha1,1 Jules Gros, Le Trésor du Breton parlé, levrenn 3, Librairie Bretonne Giraudon, Barr-Heol, 1974, pajenn 324.
- ↑ Jules Gros, Le Trésor du Breton parlé, levrenn 3, Librairie Bretonne Giraudon, Barr-Heol, 1974, pajenn 306.