17 Mae
Neuz
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1792 : krouidigezh Eskemmdi New York.
- 1809 : gant Napoleon Iañ eo staget Stadoù ar Pab ouzh an Impalaeriezh c’hall.
- 1846 : ijinet eo ar saksell gant Adolphe Sax.
- 1928 : digoradur an IXvet C'hoarioù Olimpek hañv en Amsterdam (Izelvroioù).
- 1935 : gant ministr nazi an Deskadurezh, Bernhard Rust, eo berzet kelenn an esperanteg e skolioù Alamagn.
- 1940 : aloubidigezh Brusel gant armeoù Alamagn.
- 1970 : Thor Heyerdahl a laka da ouel war aod Maroko, da dreuziñ ar Meurvor Atlantel gant ur vag papiruz, ar Ra II hec’h anv.
- 1995 : dont a ra Jacques Chirac, a oa maer Pariz betek-henn, da vezañ Prezidant Republik Frañs.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1749 : Edward Jenner, mezeg saoz, kavadenner ar vaksin a-enep ar vrec’h.
- 1836 : Wilhelm Steinitz, meurc'hoarier echedoù tchek.
- 1866 : Erik Satie, sonaozour ha pianoour gall.
- 1880 : Jean d'Yd, aktour (c'hoariva ha sinema) gall.
- 1904 : Jean Gabin, aktour gall.
- 1907 : Álvaro Gestido, melldroader etrebroadel uruguayat.
- 1911 : Alberic O'Kelly de Galway, kazetennour echedoù ha mestrc'hoarier echedoù belgian.
- 1912 : Marie Déa, aktourez (c'hoariva, sinema ha skinwel) c'hall.
- 1961 : Enya, kanourez iwerzhonat.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1510 : Sandro Botticelli, livour italian.
- 1727 : an impalaerez Katelin Iañ a Rusia.
- 1838 : René Caillié, ergerzher gall.
- 1838 : Charles Maurice de Talleyrand, diplomat gall.
- 1935 : Paul Dukas, sonaozer gall.
- 2017 : Rhodri Morgan, kentañ ministr Kembre.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Devezh ar pellgehentiñ er bed.
- Día das Letras Galegas ("Devezh al lizhiri galizek"), devezh gouel e Galiza, en enor d’ar galizeg
- Norvegia : devezh gouel e koun ar vonreizh kentañ bet degemeret e Norvegia e 1814