Adolphe Sax

Eus Wikipedia
Adolphe Sax
Adolphe Sax er bloavezhioù 1850

Alias Adolphe Sax
Anv Antoine-Joseph Sax
Ganet 6 a viz Du 1814
Dinant, Izelvroioù ar Su (Banniel Belgia Belgia hiziv an deiz)
Marvet 7 a viz C'hwevrer 1894 (79 bloaz)
Pariz, Frañs Frañs
Micher(ioù) Ijiner, soner, oberour binvioù-seniñ
Benveg(où) Saksofon, saxhorn, saxotromba, saxtuba, klarinetenn, fleüt hag all

Adolphe Sax (1814-1894), pe Antoine-Joseph Sax hervez e anv gwir, a oa ur soner hag un oberour binvioù-seniñ belgiat. Brudet eo peogwir e voe ijinet ar saksell gantañ er bloavezhioù 1840. Gantañ e voe ijinet ar saxotromba, ar saxhorn hag ar saxtuba ivez ha seniñ a rae ar glarinetenn hag ar fleüt.

Buhezskrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo Adolphe Sax d'ar 6 a viz Du 1814 e Dinant, e Belgia hiziv an deiz, gant Charles-Joseph Sax ha Marie-Joseph Masson. Pa oa bet anvet Antoine-Joseph e voe lesanvet Adolphe en e bugaleaj. Oberourien binvioù-seniñ e oa e gerent ivez.