Buhez Breiz
Buhez Breiz a oa ur gelaouenn viziek, e brezhoneg hag e galleg, a voe embannet eus 1919 betek 1924.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1919[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E miz Genver 1919 e teuas an niverenn gentañ er-maez, moullet e ti-moullañ Alfred Lajat, e Montroulez. Savet e oa bet, ha renet e oa, gant Pêr Mokaer. Displeget e oa pal ar gelaouenn gant an istitl a oa roet dezhi, "Revue bretonne bilingue d'action bretonne". Er skipailh a oa bodet en-dro da Bêr Mokaer, evit an niverennoù kentañ, e oa Daniel Bernard, Leon ar Berr, Ivon Krog, Pol Diverrès, Maurice Duhamel, Markiz L'Estourbeillon, Francis Gourvil, Jules Gros, Loeiz Herrieu, Alfred Lajat, Erwan Marec, Émile Masson, Louis Nicolas ha Frañsez Vallée. Pennadoù e brezhoneg ha pennadoù e galleg a veze embannet. Evit ar pennadoù e brezhoneg e veze graet gant doare-skrivañ Emgleo ar Skrivagnerien, pe gant doare-skrivañ Yezhadur Guillevic hag ar Go evit an testennoù gwenedek[1].
A bep seurt pennadoù brezhonek a bouez a voe embannet gant Buhez Breiz. Er gelaouenn-se e voe embannet, a-dammoù, Bilzig, Notennou diwar-benn ar Gelted koz, ar Sketla Segobrani, kontadennoù Ivon Krog. Ha gant lod anezho e voe graet levrioù, embannet gant ar gelaouenn diwezhatoc'h. E dibenn 1919 e paouezas Buhez Breiz da zont er-maez.
1921-1924[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daou vloaz diwezhatoc'h avat e teuas er-maez adarre, met moullet e veze e Brest diwar neuze, e ti an Dépêche. Joseph Ollivier, eus Landerne, e oa ar merour. Dont a reas Buhez Breiz ingal er-maez, gant niverennoù enno etre 32 ha 48 pajenn, betek dibenn 1924. E niverenn miz Kerzu, er bloavezh-se, e voe kemennet d'al lennerien gant Pêr Mokaer ne zeuje ket ar gelaouenn er-maez ken. Hervez pennad Pêr Mokaer e oa peogwir e oa-eñ foulet gant labourioù all[2] Met moarvat e oa ivez dre ma oa re nebeut a lennerien. Skrivañ a reas Taldir e niverenn diwezhañ ar c'h-Consortium Breton, un nebeud bloavezhioù diwezhatoc'h, e oa en abeg da se e voe paouezet da embann Buhez Breiz[3].
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ L'orthographe sera celle de l'Emgleo ar Skrivagnerien pour le breton général et celle de la grammaire de Guillevic et Le Goff (tendance Dihunamb) pour le vannetais, Buhez Breiz, niv. 1, miz Genver 1914
- ↑ ... absorbés par nos occupations professionnelles, nous nous voyons contraints d'arrêter la publication de notre Revue avec ce numéro, Buhez Breiz, niv. 48, miz Kerzu 1924
- ↑ Elle cessa sa parution avec le numéro de décembre 1924, par suite de la disette d'abonnés, exactement 231 au 31 décembre 1924, Le Consortium Breton, niv. 23, 1928