Emil Masson
Emil Masson, (1869-1923), skrivagner ha prederour diveliour breizhat. Skrivet en deus ivez dindan an anvioù-pluenn Brenn, Erwan Gwesnou, ha Ionn Prigent.
Ganet eo bet e Bro-Leon, met ne oa ket bet desavet e brezhoneg. E Pariz e oa bet war e studi (tapet gantañ div aotreegezh, war ar brederouriezh ha war ar saozneg), hag eno e krogas da vezañ dedennet gant ar strolladoù a-du gant Dreyfus hag ivez gant ar strolladoù enep an arme, hag an diveliouriezh dre vras. Kelenner war ar saozneg e teuas da vezañ e lise Pondi.
Bet eo bet eil prezidant kevrenn lennegel ar Union Régionaliste Bretonne hag e-barzh komite skrivañ Breiz Dishual war un dro. Ar gazetenn-mañ a oa hini Strollad Broadel Breiz. Krouet en doa e 1913 ar gazetenn diveliel divyezhek Brug. Stourm a reas gant e bluenn a-enep mennozhioù enepbrezhoneg embannet e-barzh "La Pensée Bretonne", kelaouenn an alvokad sokialour Yves Lefèvre.
A-hed ar Brezel bed kentañ eo bet e-touez ar re ral en tu kleiz o klask sevel e vouezh a-enep ar brezel. Mignon e oa d'an diveliourien Kropotkin hag Élisée Reclus, da Louise Michel, Jean Grave, ar barzh Charles Péguy, bet sokialour ha troet a-du gant ar vroadelouriezh c'hall, hag ar skrivagner Romain Rolland.
E vuhez-pad en deus klasket Emil Masson liammañ e stourm evit Breizh hag ar brezhoneg, asambles gant an etrebroadelezh. E garantez ouzh pobl e vro c'henidik ne oa, a-benn ar fin, nemet stumm lec'hel e garantez ouzh an denelezh.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Yves Madec, professeur de collège, e 1905
- Les rebelles, e 1908.
- Les Bretons et le Socialisme (Embannadurioù Toullec et Geffroy 1912, kinniget ha notennet gant Jean-Yves Guiomar, Paris, Maspéro, 1972.
- Les hommes illustres et leurs paroles inouïes, e 1919
- L’Utopie des îles bienheureuses dans le Pacifique. Embannadurioù Rieder 1921, Embannadurioù Caligrammes, 1984.
Troet en deus e galleg, asambles gant e wreg Elsie Masson, ur gembreadez anezhi, ur bern levrioù bet skrivet gant Thomas Carlyle.
Graet en deus war-dro ar gazetenn Brug eus 1913 da 1914. Ehanet e voe an embann abalamour d'ar brezel.
Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Émile Masson, professeur de liberté (J. Didier Giraud ha Marielle Giraud) Embannadurioù Canope, 1991
- Émile Masson, prophète et rebelle (actes du colloque international de Pontivy, 26, 27 hag 28 a viz Gwengolo 2003, dindan renerezh J.-Didier ha Marielle Giraud ; rakskrid gant Edmond Hervé). Roazhon : Presses universitaires de Rennes, 2005. 349 p. ISBN 2-7535-0058-4.
- "Eun dra bennag a zo da jeñch er bed", Fañch Broudig, Brud Nevez. Adembannadur al levr "Al Liberterien hag ar Brezoneg" 1983, dastumet ennañ ar pennadoù brezhonek a oa bet embannet e-barzh Brug, gant tud evel Jos "Dirlemm" ar Bras.
- Broudic (F.). – La polémique entre Y. Le Febvre et E. Masson à propos de la langue bretonne. In : Etudes sur la Bretagne et les pays celtiques. Mélanges offerts à Yves Le Gallo. – Brest : CRBC, 1987, p. 47-56.
- Le Coadic (R.). La seconde mort d'Emile Masson. http://www.breizh.net/identity/galleg/seconde-mort_emile-masson.htm