Mont d’an endalc’had

Strollad Broadelour Breiz

Eus Wikipedia

Strollad Broadelour Breiz (Parti nationaliste breton, pe PNB) a oa ur strollad politikel eus Breizh hag a c'houlenne dizalc'hted Breizh. Oberiant e oa eus 1911 da 1914

Breiz d'ar Vreiziz! Kartenn-bost propaganda
Ar monumant da unaniezh Breizh ha Bro-C'hall, 1911

Savet e oa ar strollad e miz Here 1911 dindan paeroniezh ur strollad seizh den, en o zouez Camille Le Mercier d'Erm, Louis Napoleon Le Roux, Jorj ar Rumeur, Edouard Guéguen hag Emil Masson. Broudet e oant gant ar c'hinnig a oa bet graet da sevel ur monumant da lidañ stagidigezh Breizh ouzh Bro-C'hall, da-heul eured Anna Breizh ha skridoù-embann 1532[1]. Pal ar strollad a oa "Klemm atav ha dibaouez a-enep ar mac'herezh gall, ha prientiñ dasorc'hadur Breizh e-barzh al luskad-se a gondaon emzalc'h ar bobl c'hall a denn digant ar vro an dizalc'hiezh vroadel he deus ar gwir da gaout[2]. Fellout a rae dezhañ troc'hañ holl al liammoù etre Breizh ha Bro-C'hall[3].

Ar PNB a glaskas unaniñ an emsav politikel, daoust ma oa strolladoù all c'hoazh, ar Bleun Brug peurgetket, krouet e 1905 gant Yann-Vari Perrot hag e gelaouenn Feiz ha Breiz. Er c'hontrol d'ar Bleun Brug a oa ur strollad katolik hepken, e kaved er PNB tud a-gleiz, frankizelourien, tud a-zehou ha mirourien.

Embann a reas ur manifesto ha kinnig ur gouel broadel breton, d'an 29 a viz Gwengolo, deiz-ha-bloaz kurunidigezh Nevenoe, sellet outañ evel kentañ roue Breizh, hag hini trec'h Yann V a-enep arme c'hall Charlez Bleiz en Emgann an Alre e 1364.

D'an 29 a viz Here 1911 e vanifestas izili ar strollad evit ar wech kentañ dirak an dud. Manifestiñ a raent da-geñver dizoloadenn ofisiel ar monumant en enor da unaniezh Breizh ha Bro-C'hall war blasenn an ti-kêr e Roazhon. An delwenn savet gant an arzour Jean Boucher a ziskoueze an dugez Anna Breizh o sevel diwar he fennoù daoulin dirak roue Bro-C'hall[4]. Harzet e voe Camille Le Mercier d'Erm hag André Guillemot e-pad ar vanifestadeg ha lakaet en toull gant ar polis.

Breiz Dishual, kazetenn viziek ar strollad, a oa savet e miz Gouere 1912.

Da-heul deroù ar Brezel-bed Kentañ e 1914 e paouezas obererezh ar strollad hag e gazetenn a yeas da get d'ar memes mare[5].

Savet e oa ur strollad broadelour nevez e 1931, dezhañ un anv disheñvelik, Strollad Broadel Breizh (Parti national breton). Izili eus ar strollad-se a zistrujas delwenn Boucher gant ur vombezenn e 1932. E 1941, da vare tregontvet deiz-ha-bloaz krouidigezh ar PNB kentañ e oa aozet ul lid en enor da Camille Le Mercier d'Erm gant pennoù ar strollad nevez.

Levrioù embannet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Jack Eugene Reece, Anti-France: The Search for the Breton Nation (1898-1948), 1971, p. 99
  2. Alain Deniel, Le mouvement breton, Maspéro, 1976, ISBN 2-7071-0826-X
  3. Camille O'Reilly, Language, Ethnicity and the State, Palgrave, 2001, p. 119
  4. Le Musée Virtuel de Jean Boucher: L'Union de la Bretagne à La France
  5. Theodore Zeldin, A History of French Passions 1848-1945, Oxford University Press, 1993, p. 62