Strollad Broadel Breizh (1931-1944)

Eus Wikipedia
Strollad Broadel Breizh
strollad politikel
Deiziad krouiñ1931 Kemmañ
PrezidantFrañsez Debauvais Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Ideologiezh politikelbroadelouriezh Breizh Kemmañ
Sez sokialRoazhon Kemmañ
Deiziad divodadur1944 Kemmañ
Dibunadeg Strollad Broadel Breizh e-kerzh lid-koun Sant-Albin-an-Hiliber e 1935

Strollad Broadel Breizh, Parti national breton / PNB e galleg, a oa ur strollad politikel broadelour breizhat bet krouet e 1931 hag a badas betek 1944. L'Heure Bretonne e oa kazetenn ar strollad. Roet eo bet lamm d'ar strollad goude Dieubidigezh Bro-C'hall e fin an Eil Brezel-bed, en abeg d'ar c'henlabourerezh gant an Trede Reich.

Pouez Strollad Broadel Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pouez politikel Strollad Broadel Breizh hag e wriziennadur er gevredigezh vrezhon a laka an tabut da sevel. Evit lod tud ne oa mann pe dost e bouez, padal e oa e oa ur pouez dreistordinal dezhañ evit lod all.

E-barzh L'Heure Bretonne, 25 a viz Ebrel 1942, ar Bagadoù Stourm gant Yann Goulet war an tu dehoù.

Un nebeud sifroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Doare luganioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Traktoù[2][kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ni Allemands,
Ni Anglais,
Ni Français,
Bretons !
Rien de plus!
  • "Breiz d'ar Vreiziz"

Livadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouest-Eclair, 26 a viz Mae 1938, Armand Couère, Jean Gervais, Casteret, hag Ange Péresse kaset e toull-bac'h Roazhon evit livadurioù an SBD e Katellin ha Karaez

Ingal e oa livet mogerioù Roazhon ha kêrioù bras Breizh gant izili an SBD.

Un nebeud fedoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prezegenn gant Yann-Vari Kerwerc'hez, e L'Heure Bretonne (Niv. 177, 12/12/1943)
  • Kevar e oa kevrenn ekonomikel Strollad Broadel Breizh, Yann-Vari Kerwerc'hez en he fenn. Kevar en doa ur burev e Pariz, lec'hiet 63 straed Vaugirard. Aozet e oa prezegennoù evel hini ar sal La Mutualité e Pariz.
  • A-raok an Eil Brezel-bed e oa dija liammoù etre Strollad Broadel Breizh hag an Alamanted. Ma vefe bet dister pouez ar strollad ne vefe ket bet merzet, na kemeret e kont e steuñv an Europa nevez.

Izili anavezet eus Strollad Broadel Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bagadoù Stourm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Bagadoù Stourm a oa strollad emzifenn Strollad Broadel Breizh, Yann Goulet er penn anezhañ. Lod anezho evel Ange Péresse a guitaas anezhañ en ur heuliañ Célestin Lainé ha Marsel Guieysse war-du ar strollad stourm Bezen Perrot, ur strollad tud armet hag emezelet e servij an Trede Reich. Lod all avat a yeas war-du ar Rezistañs (strollad Liberté eus Sant-Nazer).

Embannadurioù Strollad Broadel Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gazetenn L'Heure Bretonne, niverenn an 8 a viz Eost 1942, o lidañ Tarzhadenn ar 7 a viz Eost 1932

L'Heure Bretonne e oa kazetenn Strollad Broadel Breizh, adal miz Even 1940 betek miz Even 1944, da lavaret eo da vare dalc'hidigezh Breizh gant an Alamanted.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Georges Cadiou, L'hermine et la croix gammée : Le mouvement breton et la collaboration, Embannadur Apogée nevesaet 5 a viz Gwengolo 2006 (ISBN 2-914353-06-5)
  • Henri Freville, Archives Secrètes de Bretagne 1940-1944, embannadur Ouest France, dastumadenn Histoire, 8 a viz Ebrel 2008 (ISBN 2737344530)
  • Philippe Aziz, Histoire secrète de la gestapo française en Bretagne, 2 levrenn, Geneva, Embannadur Famot, 1975.
  • Kristian Hamon, Les nationalistes Bretons sous l’occupation, Fouenant, Yoran Embanner, 2004, (ISBN 2-9521446-1-3)
  • Alain Déniel, Le mouvement breton 1919-1945, François Maspéro, 1976.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Lionel Henry, Dictionnaire biographique du mouvement breton, Yorann embanner, miz Du 2013, ISBN 978-2-916579-59-7, p. 80
  2. Traktoù bet embannet e penn-kentañ an Eil Brezel-bed