Mont d’an endalc’had

An Hevoud (kelaouenn)

Eus Wikipedia
An Hevoud Kelc'h lizher Strollad Broadel Breizh

An Hevoud Kelc'h lizher Strollad Broadel Breizh, Lettre circulaire aux adhérents du PNB, a oa ur c'helc'hlizher embannet gant Strollad Broadel Breizh. Sañset e oa da vezañ embannet bep miz, bez e voe embannet betek miz Gouhere 1936 nemetken, 7 niverenn a oa bet en holl[1]. P Gaignet a oa ar rener d'al lizher. Pa voe lakaet Frañsez Debauvais e penn uhelañ an aozadur e gemeras plas P Gaignet met o vont da welet an izili hep al lizher viziek.

Pal al lizher a oa reiñ urzhioù da izili ar strollad o tont eus pennoù an aozadur. Ouzhpenn-se e oa roet alioù dezho evel penaos bezañ ur broadelour breton[2], penaos ober ma vezer tapet gant ar polis[3].

Kaoz a voe eus gwalldaolioù ar strollad sponterezh Gwenn Ha Du er c'helc'hlizher niverenn 5 (miz Mae 1936) er pennad[4]. Disheñvel eo ar pezh a veze embannet diouzh komzoù pennoù ar strollad dre ma veze embannet e oa ret kemer skouer war stourmerien Gwenn Ha Du ha bezañ gant un hent ober. Echuiñ a ra ar pennad div bajennad gant ar gerioù "Agissez, agissez."

Sevel a rae ar c'helc'hlizher a-du gant ar brezhoneg, met ret e voe gortoz an niverenn 6 (miz Even 1936) evit gwelet brezhoneg er pennadoù[5].

Tost-tre e oa ar c'helc'hlizher diouzh metoù ar gazetenn Breiz Atao. Alies e veze goulennet ouzh an dud harpañ ar gazetenn pe kas pennadoù dezhi.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. An Hevoud, niverenn 7 Gouhere 1936 pajenn 4, skrid klozañ "An Hevoud disparaît"
  2. An Hevoud, niverenn 1 pajenn 3 "Un Truc"
  3. An Hevoud, niverenn 2 C'hwevrer 1936, skrid digeriñ "Le PNB et la loi sur les ligues. Consigne générale"
  4. An Hevoud, niverenn 5 Mae 1936, skrid digeriñ "A propos de Gwenn Ha Du"
  5. An Hevoud, niverenn 6 Even 1936 pajenn 4, skrid "Pourquoi Breiz Atao n'est-il pas hebdomadaire?"