Yann Goulet
Neuz
Yann Goulet
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs, Iwerzhon |
| Anv e yezh-vamm an den | Yann Goulet |
| Anv-bihan | Yann |
| Anv-familh | Goulet |
| Deiziad ganedigezh | 20 Eos 1914 |
| Lec'h ganedigezh | Sant-Nazer |
| Deiziad ar marv | 22 Eos 1999 |
| Lec'h ar marv | Bré |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Kondaonet evit | torfed |
| Micher | politiker, kizeller, art educator |
| Implijer | Royal Hibernian Academy |
| Bet war ar studi e | École nationale supérieure des beaux-arts de Paris |
| Strollad politikel | Strollad Broadel Breizh (1931-1944) |
| Perzhiad e | WWII Axis collaboration in France |
| Ezel eus | Aosdána, Royal Hibernian Academy, Unvaniez ar Seiz Breur |
| Ideologiezh politikel | broadelouriezh Breizh |
| Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |


Yann Goulet pe Yann Renard-Goulet, Jean Gustave René e anv kefridiel, a oa ur c'hizeller hag un emsaver breizhat, bet ganet e 1914 e Sant-Nazer, ha marvet e 1999 e Bré en Iwerzhon.
Kemer a reas perzh e Strollad Broadel Breizh hag e savidigezh ar Bagadoù Stourm e rae war o zro e-pad an Eil Brezel-bed.
War-lerc'h ar brezel en em ginnigas evel kannad eus « Poellgor broadel Breizh dieub », ur savadur hag a embanne keleier evit an FLB.
War tachenn an arzoù e voe anavezet evel kizeller. Bet e voe ezel eus Unvaniez ar Seiz Breur a-raok ar brezel hag e savas delwennoù kefridiel evit gouarnamant Iwerzhon pa oa en harlu.

