Sant-Nazer
Sant-Nazer | ||
---|---|---|
![]() Porzh emren Naoned-Sant-Nazer, lenn Pennc'hoed. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Saent-Nazaèrr | |
Anv gallek (ofisiel) | Saint-Nazaire | |
Bro istorel | Naoned | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Liger-Atlantel | |
Arondisamant | Sant-Nazer | |
Kanton | Pennlec'h tri c'hanton : Sant-Nazer-Kornôg ; Sant-Nazer-Kreiz ; Sant-Nazer-Reter betek 2015, burev kreizenniñ kantonioù Sant-Nazer-Kornôg, Sant-Nazer-Kreiz ha Sant-Nazer-Reter abaoe 2015 |
|
Kod kumun | 44184 | |
Kod post | 44600 | |
Maer Amzer gefridi | David Samzun 2014-2026 | |
Etrekumuniezh | Tolpad-kêrioù Rannvro Sant-Nazer hag Aber | |
Bro velestradurel | Tolpad-kêrioù Rannvro Sant-Nazer hag Aber | |
Lec'hienn web | www.mairie-saintnazaire.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 71 887 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 1 536 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 6 m bihanañ 0 m — brasañ 47 m | |
Gorread | 46,79 km² | |
kemmañ ![]() |
Sant-Nazer a zo ur gêr hag ur porzh industriel a Vreizh, e lez hanternoz aber al Liger, e gevred ar vro hag e departamant al Liger-Atlantel. 69 993 annezad zo e 2015, trede brasañ unvez kêrel Breizh eo ivez gant 151 286 annezad e 2014.
Abalamour d'he bon splujerezioù e voe Sant-Nazer bombezet taer gant ar Gevredidi e-pad an Eil Brezel Bed, o tistrujañ al lodenn vrasañ eus ar gêr. Ar gêr diwezhañ en Europa dieubet diouzh an Nazied eo. Hiziv eo ur pol lestrsaverezh hag aernijerezh a-bouezh. Savet en deus Chanterioù an Atlanteg, unan eus brasañ ar bed, listri veur evel ar Normandie, ar France, ar Queen Mary 2 hag an Harmony of the Seas.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar stêr Brived a gember gant al Liger etre Sant-Nazer ha Mouster-al-Loc'h.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dont a ra an anv eus Sant Nazer pe Nazarius, merzher e Milano, hag a vije bet degaset ur releg bennak anezhañ betek ar vro.
- Erwan Vallerie (1995) ː Sanctus Nazarius de Sinnuario, 1050; Sancto Nazario, 1096
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
En glazur e lestr greet en argant, war ur mor en argant ouzh beg, ar ouel karget gant un alc'hwez en sabel treustellet ; e gab en argant, karget gant pemp brizhenn en erminig en sabel, adkarget gant un alc'hwez ouzh kleiz en aour, treustellet, balirant war an erminigoù[2].
|
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Seblantout a ra Sant-Nazer bezañ ar gêr geltiek kozh Corbilo. Meneget eo anv ar porzh galian mojennel-mañ gant Piteas er Vvet kantved a-raok JK, ha war lerc'h gant Plinius an Henañ.
- War tachenn pobl an Namneted e oa lec'hiet.
Krennamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hervez an istorour Alain Bouchart (XVvet kantved) eo di e oa aet ar roue mojennel Brutus Breizh da ziazezañ e vroad nevez.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe kumun Sant-Nazer e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe da benn Kanton Sant-Nazer hag e Bann Gwenrann. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Savenneg[4].
Greanteladur bras e-pad an XIXvet kantved hag an XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur porzh bras eo deuet da vezañ. Kalz stourmoù sokial zo bet ivez.
- 1857: tizhet eo Sant-Nazer gant an hent-houarn.
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas 1 280 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 3,34 % eus he foblañs e 1911[5].
- Daou vilour bet ganet e Sant-Nazer, Émile Le Pahun, korporal, ha Joseph Porcher, soudard, a voe fuzuilhet gant al lu gall e 1916.
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1940:
- Miz Even:
1941:
- Miz Genver: un diazezlec'h evit al listri-spluj a voe savet gant an Alamaned[7].
- Miz Meurzh: bombezet e voe ar porzh gant ar Royal Air Force d'an 10-11[8];
- d'an 13 a viz Mae e kouezhas ur c'harr-nij (Bristol Blenheim IV marilhet U5997 ha kodet UX-?) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force); serret e voe e dri nijour d'an Alamaned[9];
- d'ar 17 a viz Gouere e kouezhas un nijerez (Beaufort I marilhet AW189 ha kodet MW-X) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) e Sant-Nazer; mervel a reas he fevar nijour, tri anezhe a voe douaret er Baol-Skoubleg, an hini all e Pornizh[9].
1942:
- dibenn miz Meurzh (27-28 a viz Meurzh) Oberiadenn Chariot;
- d'ar 20 a viz Mae e kouezhas un nijerez (Wellington II marilhet Z1141 ha kodet PM-?) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) e Sant-Nazer; pemp nijour a varvas, douaret e voent e bered Ar Baol-Skoubleg; an daou nijour all a voe serret gant an Alamaned[9];
- miz Du: d'an 3 e kouezhas ur c'harr-nij (Wellington IV marilhet Z1421 ha kodet BH-V) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) e donvor Sant-Nazer; mervel a reas e bemp nijour, Poloniz e oant holl, ne voe ket adkavet o c'horfoù[9]; d'an 9 e kouezhas daou garr-nij B-17 eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) er mor nepell eus Sant-Nazer; lazhet e voe 16 nijour, tapet e voe unan gant an Alamaned, an tri all a zeuas a-benn da achap; d'an 20 e kouezhas un nijerez (Wellington IV marilhet Z1496 ha kodet SM-S) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) er mor nepell eus Sant-Nazer; mervel a reas he femp nijour, Poloniz e oant holl, ne voe ket adkavet o c'horfoù[9]; d'an 23 e kouezhas tri B-17 all eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) er mor, daou nepell eus Sant-Nazer, an trede hini en donvor, mervel a reas an 30 nijour[10].
- bombezadegoù miz Du: bombezet e voe Sant-Nazer gant nijerezioù B-17 eus an VIIIvet USAAF (United States Army Air Forces) d'an 9, d'ar 17, d'an 18 ha d'an 23, o fal a oa tagañ ar porzh d'ar 14 ha diazezlec'h al listri-spluj en taolioù all; teir nijerez a voe kollet d'an 9 ha peder d'an 23, hini ebet en tagadennoù all[11]. D'an 9 e voe lazhet 186 den nann-soudard[12],[13].
1943:
- miz C'hwevrer d'an 28 e kouezhas div nijerez (ul Lancaster III marilhet ED467 ha kodet EA-E hag ul Lancaster I marilhet R5913 ha kodet OL-G) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) e Sant-Nazer; mervel a reas o fevarzek nijour, douaret e voent e bered Ar Baol-Skoubleg[9];
- miz Meurzh:d'an 13 e kouezhas un nijerez (Wellington III marilhet BK516 ha kodet BH-K) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) e Sant-Nazer; mervel a reas he femp nijour, Poloniz e oant holl[9].
- d'ar 1 a viz Mae 1943 e voe bombezet Sant-Nazer gant nijerezioù B-17[14].
- Sankenn Sant-Nazer a oa an dachenn bet dalc'het gant armeoù Alamagn betek diwezh an Eil Brezel-bed, en-dro da gêr Sant-Nazer. Dalc'het e oa bet gant an Alamaned evit gallout mirout an diazezlec'h listri-spluj.
XXIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Diskaret e voe kantonioù Sant-Nazer-Kornôg, Sant-Nazer-Kreiz ha Sant-Nazer-Reter e 2014 ha lodennet e voe Sant-Nazer etre daou ganton nevez, Sant-Nazer-1 ha Sant-Nazer-2[15].
Darvoudoù-sport a bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 4 a viz Gouere 1958 : 9vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kemper ha Sant-Nazer ; trec'h eo André Darrigade.
- 5 a viz Gouere 1958 : loc'hañ a ra 10vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Sant-Nazer war-du Royan (Charente-Maritime).
- 30 a viz Mezheven 1962 : 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kemper ha Sant-Nazer ; trec'h eo Huub Zilverberg (Izelvroioù).
- 1añ a viz Gouere 1962 : loc'hañ a ra 8vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Sant-Nazer war-du Luçon (Vañde).
- 5 a viz Gouere 1999 : eil tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Challans (Vañde) ha Sant-Nazer ; trec'h eo Tom Steels (Belgia).
- 4 a viz Gouere 2000 : 4re tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Naoned ha Sant-Nazer (a-benn d'an eur dre skipailh) ; trec'h eo Once (Spagn).
Skeudennoù an diazlec'h listri-spluj[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ekonomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() Ar Queen Mary 2 savet e Sant-Nazer |
Diazezet eo ekonomiezh ar gêr war e borzh : ezporzhiañ produioù oberiet met ivez ar servijoù. Ekonomiezh ar pesketa zo aet da get koulz lâret, ne chom nemet ul lestraz bihan.
Sed amañ ar greanterezhioù pennañ :
- lestrsaverezh : Chanterioù an Atlanteg (bremañ Aker Yards), bet savet ar morreder Queen Mary 2
- aerlestrsaverezh : unan eus kreizennoù european Airbus zo enno. Labouradeg istorel ar SNCASO, ha war e lec'h ar SNIAS, an Aérospatiale ha goude Airbus, zo lec'hiet e Penhoet, e-kichen tout Chanterioù an Atlanteg. Ul labouradeg nevez oa savet e Gron er bloavezhioù 1980.
- mekanikerezh gant ar SEMT Pielstick, saver keflusker Diesel 4 amzer evit al listri, an trenoù hag an produiñ tredan. Implijout a rae 670 den ar SEMT Pielstick e Sant-Nazer e 2006.
- ar porzh : porzh kentañ Breizh an hini eo e framm Porzh Emren Naoned-Sant-Nazer, ennañ ur termenva produioù boued, ur termenva metanlistri, termenva Elf e Donez ha kalz greanterezkioù all.
Unan eus div sez Kambr Kenwerzh ha Greanterezh Naoned ha Sant-Nazer an hini eo.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1800[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant ar re varv e-tal iliz katolik ar Werc'hez Dinamm, luc’hskeudenn[17].
- Plakennoù ar re varv (1914-1918) en iliz katolik[18],[19].
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun Toutes Aides[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a dud |
---|---|
![]() |
82 (Merdeadurezh kenwerzh: 2, Morlu Royal Marine Artillery:1, Tirlu:79) |
Hollad | 82 |
Marvet int e pad ar Brezel-bed kentañ, re an Tirlu e 1914, ar re all e 1918[20] .
Sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Filmoù zo zo bet graet e Sant-Nazer : Le Poulpe pe Les Vacances de Monsieur Hulot.
- Tintin, Milou hag ar c'habiten Haddock a zay da Sant-Nazer en albom Ar 7 boulenn strink. Kerzhout a reont war kaeoù ar porzh da glask ar c'helenner Klaskato.
- Festival Voisinages, arvestoù a bep seurt, e sal Le fanal, leurenn "vroadel".
- festival Les Escales sonerezhioù ar bed, bep hañv.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur skol Diwan a zo eno abaoe 1991.
- E distro-skol 2022 e oa 61 skoliad enskrivet er skol Diwan (0,9 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[21].
- Panelloù divyezhek zo er gumun abaoe fin miz Ebrel 2015.
- D'an 29 a viz Mae 2015 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun[22].
- Roet eo bet al label Ya d'ar brezhoneg a live 1 da Sant-Nazer d'ar 6 a viz Kerzu 2019.
- Abaoe 2019 e vez dalc'het ur stummadur 6 miz war ar brezhoneg aozet gant ar greizenn stummañ Skol an Emsav
Tud vrudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Alfred Caravanniez (1855), kizeller
- Reun Kreston, tudoniour ha livour breizhat, diazezer al luskad Unvaniez ar Seiz Breur, 25 a viz Here 1898.
- Odette du Puigaudeau (1894-1991), tudoniourez
- François Blancho, maer ha kannad
- Fernand Guériff (1914-1994), sonaozer, istorour, kazetenner diwar-benn Gourenez Gwenrann dreist-holl[23]
- Yann Goulet (1914-1999), stourmer breizhat, kizeller ofisiel Republik Iwerzhon
- Gildas Bernard, (1925-2001), diueller, loread ar Casa de Velãquez
- Georges hag André Bellec, izili ar strollad sonerezh ha fent Les Frères Jacques
- Gustave Tiffoche, prier, livour ha kizeller, ganet e 1930
- Olivier Josso, treser bannoù-treset
- Colonel Moutarde, skeudennerez
- Rémi Boulon, ganet e 1973, skrivagner ha videour
- Patrice Halgand, marc'hhouarner breizhat, bet ganet d’an 2 a viz Meurzh 1974.
Soudarded vreizhat bet fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daou vilour bet ganet e Sant-Nazer a voe fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ :
- Émile Le Pahun, korporal, 30 vloaz, fuzuilhet d'ar 1añ a viz Mezheven 1916 ;
- Joseph Porcher, soudard, 36 vloaz, fuzuilhet d'ar 24 a viz Here 1916.
Tud all liammet gant ar gêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Fernand Pelloutier, (1867-1901), kazetenner, stourmer anarkour ha sindikadeler, teorisian an harz-labour hollek
- Aristide Briand, breutaer ha politikour, Priz Nobel ar Peoc'h e 1926. Bet e oa er c'huzul-kêr etre Mae 1888 ha C'hwevrer 1889. E Sant-Nazer e oa bet savet ha skoliet, e dud a zalc'he "Le Grand Café", deuet da vout ur greizenn diskouezadegoù arz a-vremañ hiziv an deiz.
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
de Carné
Beskonted Marcein En aour e ziv dreustell en gul |
![]() |
de Volvire
Aotrounez la Motte-Aleman Goudreustellet a zek pezh etre aour ha gul |
Sport[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rugbi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An eil klub gwellañ e Breizh eo Sant-Nazer Rugbi Liger-Atlantel.
Gevellerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Avilés (Spagn, Asturias)
Saarlouis (Alamagn, Saarland)
Saint-Hubert (Longueuil) (Kebek)
Sunderland (Bro-Saoz, Tyne ha Wear)
Gevellet eo ivez gant ur gumun vihan nes a-walc'h :
Kenlabour gant :
Kribi (Kameroun, Su)
Cienfuegos (Kuba)
Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ 1910 ; evit Froger & Pressensé : en gul ... war ur mor en glazur.
- ↑ Tennet eus an Testamant Nevez, Apokalips, 3:7
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Sant-Nazer
- ↑ Les soldats de Loire Inférieure – Dielloù an departamant
- ↑ Pertes Luftwaffe
- ↑ 7,0 ha7,1 Le Lancastria
- ↑ Eddy Florentin, Quand les Alliés bombardaient la France 1940-1945, Embannadurioù Perrin, Dastumadenn Tempus, 2008, pajenn 35
- ↑ 9,0 9,1 9,2 9,3 9,4 9,5 ha9,6 Pertes RAF
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ Eddy Florentin, Quand les Alliés bombardaient la France 1940-1945, Embannadurioù Perrin, Dastumadenn Tempus, 2008, pajenn 106
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ Société Archéologie Maritime du Morbihan
- ↑ (fr) Décret n° 2014-243 du 25 février 2014 portant délimitation des cantons dans le département de la Loire-Atlantique
- ↑ EBSSA
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (en) Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Ofis Publik Ar Brezhoneg
- ↑ presseocean.fr Presse-Océan, 31 MAE 2015
- ↑ www.musica-stnazaire.com
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Sant-Nazer
- Kumunioù Liger-Atlantel
- Kumunioù Bro-Naoned
- Kumunioù bet krouet e Liger-Izelañ e-pad an Dispac'h Gall
- Soudarded vreizhat bet fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ
- Bezioù-brezel ar C'hommonwealth e Liger-Atlantel
- Diazezlec'hioù listri-spluj alaman e Breizh e-pad an Eil Brezel-bed
- Nijerezioù alaman aet d'ar strad e Breizh e-pad an Eil brezel-bed
- Nijerezioù SUA aet d'ar strad e Breizh e-pad an Eil brezel-bed
- Nijerezioù ar C'hommonwealth aet d'ar strad e Breizh e-pad an Eil brezel-bed
- Bombezadegoù ar Re Gevredet e Breizh e-pad an Eil brezel-bed
- Porzhioù Breizh