Mont d’an endalc’had

Aristide Briand

Eus Wikipedia
Aristide Briand
Bez Aristide Briand

Aristide Briand (Naoned, 29 Meurzh 1862Pariz, 7 Meurzh 1932) a oa un alvokad hag ur politiker breizhat. Kannad eo bet el Loire hag el Liger-Atlantel etre 1902 ha 1932, c'hwec'h gwezh warn-ugent eo bet ministr en Trede Republik c'hall hag unnek gwezh eo aet da Brezidant Kuzul Republik Bro-C'hall.

Kentradour ha daneveller lezenn an disparti etre an Ilizoù hag ar Stad eo bet e 1905. Labouret en deus kalz ivez evit ma vefe plaenoc'h an darempredoù etre Frañs hag Alamagn. Aet eo Priz Nobel ar Peoc'h gantañ e 1926, a-gevret gant Gustav Stresemann, ministr alaman an aferioù estren. Diwar e gentod hag hini ar sekretour a stad stadunanat eo bet sinet an Emglev Briand-Kellogg gant 63 bro e 1928, ar pal dilezel ar brezel evit kompezañ ar rendaeloù etrebroadel.

Kargoù gouarnamantel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu amañ kargoù Aristide Briand er gouarnamant gall. Kement ha Penn ar Gouarnamant e talveze "Prezidant ar C'huzul" en Trede Republik.

Deiziadoù Kargoù Gouarnamant
Deroù Diwezh Prezidant ar C'huzul Ministr
14/03/1906 20/10/1906 Deskadurezh foran, Arzoù-kaer ha Relijionoù Ferdinand Sarrien
25/10/1906 04/01/1908 Georges Clemenceau (1)
04/01/1908 20/07/1909 Justis ha relijionoù
24/07/1909 02/11/1910 Graet Aferioù Diabarzh ha Relijionoù Aristide Briand (1)
04/11/1910 27/02/1911 Graet Aristide Briand (2)
14/01/1912 21/01/1913 Justis Raymond Poincaré (1)
21/01/1913 18/02/1913 Graet Aferioù Diabarzh ha Relijionoù Aristide Briand (3)
18/02/1913 22/03/1913 Graet Aferioù Diabarzh Aristide Briand (4)
26/07/1914 29/10/1915 Justis René Viviani (2)
29/10/1915 12/12/1916 Graet Aferioù Diabarzh Aristide Briand (5)
12/12/1916 17/03/1917 Graet Aristide Briand (6)
16/01/1921 12/01/1922 Graet Aristide Briand (7)
17/04/1925 27/10/1925 Paul Painlevé (2)
29/10/1925 22/11/1925 Paul Painlevé (3)
28/11/1925 06/03/1926 Graet Aristide Briand (8)
09/°3/1926 15/06/1926 Graet Aristide Briand (9)
23/06/1926 17/07/1926 Graet Aristide Briand (10)
23/07/1926 06/11/1928 Raymond Poincaré (4)
18/11/1928 26/07/1929 Raymond Poincaré (5)
29/07/1929 22/10/1929 Graet Aristide Briand (11)
03/11/1929 17/02/1930 André Tardieu (1)
21/02/1930 25/02/1930 Camille Chautemps (1)
02/03/1930 04/12/1930 André Tardieu (2)
13/12/1930 22/01/1931 Théodore Steeg
27/01/1931 13/06/1931 Pierre Laval (1)
13/06/1931 12/01/1932 Pierre Laval (2)
  • N'emañ ket en daolenn-mañ ar gouarnamantoù berr-tre : 9-12/06/1914 Alexandre Ribot (4), 8-10/06/1924 Frédéric François-Marsal ha 19-21/07/1926 Édouard Herriot (2), pa ne ouzer ket piv a oa ministr enno.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.