Boeing B-17 Flying Fortress
Neuz
Boeing B-17 Flying Fortress
| Iskevrennad eus | bomber monoplane with 4 engines |
|---|---|
| Implij | bombezadenn aer |
| Diorroer | Boeing |
| Bro orin | Stadoù-Unanet |
| Oberataer | United States Air Force, Royal Air Force |
| Saver | Boeing |
| First flight | 28 Gou 1935 |
| Lakaet er servij | Ebrel 1938 |
| Tennet eus ar servij | 1968 |
| Deskrivet dre | Flying Legends |

Ar Boeing B-17 Flying Fortress, lesanvet «Kastell-nij» e brezhoneg[1], a oa ur c'harr-nij bombezer ponner stadunanat implijet kenañ e-kerzh an Eil Brezel-bed. E nijadenn gentañ a voe e 1935 hag implijet e voe adalek 1938 gant an United States Army Air Force. Gant ar re-se e voe bombezet kenañ kêrioù Europa, koulz en Alamagn evel Dresden, kêrioù ar Ruhr ha kêrioù e dalc'h an Alamaned evel porzhioù Brest, an Oriant ha Sant-Nazer.
Pare
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Betek miz Mezheven 1944 e veze ur bare 10 den e bourzh pep B17[2]:
- ofiserien:
- sturier
- adsturier
- loman (merdeer) (a c'halle bezañ mindrailher ivez)
- bombezer (a c'halle bezañ mindrailher ivez)
- isofiserien pe tud a renk
- ijinour nij (a oa ivez mindrailher en douribell gein)
- oberer radio (a c'halle bezañ mindrailher ivez)
- mindrailher an douribell gof
- mindrailher an douribell kostez kleiz
- mindrailher an douribell kostez dehou
- mindrailher a-dreñv
- ofiserien:
A-wechoù e c'halle bezañ tud ouzhpenn, evel ul luc'hskeudenner da skouer.
- Adalek miz Mezheven 1944 e veze ur bare 9 den (tremenet e veze hep unan eus an daou vindrailher touribell gostez)
- Adalek miz C'hwevrer 1945 e veze ur bare 8 den (mindrailher touribell gostez ebet ken)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- video eus ur gefridi vombeziñ war military.com
