Pornizh
Pornizh | ||
---|---|---|
Ar porzh kozh hag ar c'hastell. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Port-Nitz | |
Anv gallek (ofisiel) | Pornic | |
Bro istorel | ![]() ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | ![]() |
|
Arondisamant | Sant-Nazer | |
Kanton | Pornizh (pennlec'h) | |
Kod kumun | 44131 | |
Kod post | 44210 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-Michel Brard 2014-2026 | |
Etrekumuniezh | Pornizh Tolpad Bro-Raez (sez) | |
Bro velestradurel | Bro Raez Atlantel | |
Lec'hienn web | www.pornic.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 16 886 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 179 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 31 m | |
Gorread | 94,2 km² | |
kemmañ ![]() |
Pornizh a zo ur gumun eus Breizh el Liger-Atlantel hag e Bro-Raez. Pennlec'h Kanton Pornizh eo.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E su Breizh emañ Pornizh, er su da aber al Liger hag en norzh da Enez Nervouster. War vord Bae Bourc'hnevez emañ.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
A. Pornizh:
- Erwan Vallerie ː Porsnith, 1187; Porsniti, Pornit, 1083; Pornic, 1206; Pornic, 1383; Pornit, 1394; Pornic, 1399; Pornid, 1418; Pornit, 1435; Pornic, 1451; Pornis, 1487
B. Klionː Claone, XIvet
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe kumun Pornizh e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe da benn Kanton Pornizh hag e Bann Pembo. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Pembo[2].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas 62 waz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 2,95 % eus he foblañs e 1911[3].
Kemmoù Arondisamant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1926: lakaet e voe ar gumun en Arondisamant Sant-Nazer pa voe diskaret Arondisamant Pembo.
- 1973: Lokmaria ha Klion a voe staget ouzh kumun Pornizh[4].
Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas seizh den eus ar gumun abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv[5].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Aljeria: mervel a reas tri milour eus ar gumun hervez monumant ar re varv[6].
Darvoudoù-sport a bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 26 a viz Gouere 2003: 19vet hag 2l diwezhañ tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Pornizh ha Naoned (a-benn d'an eur); trec'h eo David Millar (Skos).
Gouelioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Meurlarjez e miz Ebrel (a-hed an deiz hag an noz)[7].
- Gouel Breizh tro-dro da zevezh Sant-Erwan d'an 19 a viz Mae.
- Gouel Sant-Jili tro-dro d'an 2 a viz Gwengolo.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Prantad | Anv | Strollad | Kargoù | Oberennoù pennañ |
---|---|---|---|---|
02/1790-11/1790 | Boisselier Joseph | |||
11/1790-1791 | Boutet | |||
1791-III | Joseph Rocheteau | |||
III-IV | Bonfils | |||
IV-1800 | Martin Voisin | E anv zo bet roet d'ar straed a goubl an ti-kêr ouzh ar marc'had | ||
1800-1802 | Thomas Babin | |||
1802-1803 | Léonard Quirouard | |||
1803-1814 | René Paynot | |||
1814-1820 | Édouard Thomas | roet e zilez | ||
1820-1827 | Jean Benoist | bet kuzulier | ||
1827-1830 | Pierre Perrotin | |||
1830-1832 | Eugène Terrier | |||
1832-1835 | J.-B. Quirouard | |||
1835-1843 | Julien Guichet | marv e-pad e amzer-gefridi | ||
1843-1848 | Julien Quirouard | |||
1848-1852 | Toussaint Guillon | |||
1852-1856 | Dr. Stanislas Bocandé | |||
1856-1860 | Guillaume Tardif | |||
1860-1866 | Dr. Stanislas Bocandé | |||
1866-1870 | Adrien Thibaud | noter | ||
1870-1872 | Toussaint Guillon | |||
1872-1888 | Jean Louis Chollet | |||
1888-1895 | Achille Landreau | noter | ||
1895-1912 | Auguste Laraison | miliner | ||
1912-1919 | Dr Louis Simon | |||
1919-1929 | Alfred Chauvin | |||
1929-1943 | Joseph Girard | |||
... | ||||
1985-1993 | Gilbert Pollono | |||
1993-2014 | Philippe Boënnec | UMP | ||
Da vezañ klokaet. |
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un nebeud anvioù a orin brezhonek a gaver e Pornizh hag e bro-Raez. Koulskoude ne voe ket ar brezhoneg evit chom pell er c'horn-se eus ar vro ma voe mouget abred. N'eo ket anavezet-kaer istor ar brezhoneg e bro-Raez.
Abaoe fin an XXvet kantved da nebeutañ eo krog Pornizhiz zo da labourat evit lakaat war wel o breizhadelezh. Intrudu zo bet kemeret gant ar bed kevredigezhel ha darempredoù zo bet skoulmet gant an dilennidi.
Kentelioù brezhoneg d'an dud deuet a zo gant Kelc'h Keltiek Pornizh abaoe 1999. E 2004 e oa bet staliet panelloù divyezhek war hentoù mont tre ar gumun.
D'ar 1añ a viz Meurzh 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun. Kentañ kumun Breizh-Uhel o sinañ ar garta eo bet Pornizh.
E deroù ar bloavezhioù 2000 e voe ur raktres hag ur stourm evit sevel ur skol divyezhek prevez e Pornizh. Kazeg a reas an emsaverien kar-o-yezh d'ar mare-se. Tamm-ha-tamm e reas e dreuz ar soñj sevel Skol Diwan Pornizh er gumun. E miz Gwengolo 2012 eo bet digoret ar skol Diwan gant 14 bugel (1,1% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[9], anezhi ar skol vrezhonek kentañ e su al Liger[10].
E Pornizh eo diazezet an embanner Thierry Jamet a lakaas treiñ Harry Potter e brezhoneg.
Lakaet ez eus bet e plas gant an dud binvioù stummañ evit ma c'hallfe ar yezh adwriziennañ er gumun. Bep un tammig en em zispak un tamm buhez sevenadurel vrezhonek er vro.
Skol Diwan Pornizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Serret eo bet Skol Diwan Pornizh e 2013, pa oa bet digoret e 2012[11].
Lec'hioù brudet ha monumantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Abati Lokmaria Pornizh.
- Kastell Pornizh.
- Ar porzh.
- Lokmaria-Pornizh.
- Iliz katolik Sant Pêr, e Klion[12].
- Iliz katolik Sant Jili[13].
- Iliz katolik Intron-Varia[14].
- Chapel Intron-Varia Gwir-Sikour[15].
- Monumant ar re varv er vered, luc’hskeudennoù[16],[17].
- Plakenn ar re varv 1914-1918 en iliz katolik, luc’hskeudennoù[18],[19] ha plakenn ar re varv 1939-1945 ha Brezel Aljeria, luc’hskeudennoù[20],[21].
Bezioù ar C'hommonwealth[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bezioù ar C'hommonwealth e bered kumun Klion: Le Clion-sur-Mer Communal Cemetery[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
44 (Aerlu 1 Morlu 2 Tirlu 41) |
Dianv | tremen 25 |
Hollad | tremen 70 |
Marvet int e-pad an Eil Brezel-bed. An darn vrasañ eus ar vilourion douaret er vered (33 diwar ar 44 milour anavezet hag an darn vrasañ eus ar re chomet dianv) a varvas d'ar 17 a viz Even 1940 pa voe kaset d'ar strad ar mordreizher RMS Lancastria eus ar Rouantelezh-Unanet e donvor Sant-Nazer. An daou vartolod a varvas e miz Meurzh 1942 goude an Oberiadenn Chariot[22].
Bezioù ar C'hommonwealth e bered kumun Lokmaria: Ste. Marie Communal Cemetery[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
24 (Aerlu 1 Tirlu 23) |
Dianv | tremen 10 |
Hollad | tremen 34 |
Marvet int e-pad an Eil Brezel-bed. An darn vrasañ eus ar vilourion douaret er vered a varvas d'ar 17 a viz Even 1940 pa voe kaset d'ar strad ar mordreizher RMS Lancastria eus ar Rouantelezh-Unanet dirak Sant-Nazer[23].
Bered ar C'hommonwealth: Pornic War Cemetery[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
2 Tirlu |
![]() |
2 Aerlu |
![]() |
8 (Aerlu 7 Morlu 1) |
![]() |
147 (Aerlu 29 Morlu 4 Tirlu 114) |
![]() |
1 Aerlu |
Dianv | 160 |
Brezel-bed kentañ | 2 |
Hollad | 397Brezel bed kentañ 2 Eil brezel bed 395 |
Ur vered ag an Eil brezel bed eo; degaset ez eus bet daou vez eus ar Brezel bed kentañ enni neoazh. An darn vrasañ eus ar vilourion douaret er vered a varvas d'ar 17 a viz Even 1940 pa voe kaset d'ar strad ar mordreizher RMS Lancastria eus ar Rouantelezh-Unanet e donvor Sant-Nazer[24].
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud istorel:
Tud brudet en deus gweladennet ar gêr gouronkañ:
- skrivagnerien evel Gustave Flaubert, Paul Léautaud, Robert Browning ha Julien Gracq, Gaston Gallimard embanner eus Pariz hag ar skrivagnerien Antoine de Saint Exupéry hag Albert Camus,
- livourien bet awenet gant ar gêr hag he zrowartroioù: Auguste Renoir, Edgar Maxence, Henri Lebasque, Charles Leduc, Henri Chouppe, Fernand Lantoine, Gustave Quenioux, Charles Fouqueray, Edouard Porquier, Armand Guillaumin, Gustave Loiseau, Raoul du Gardier, Max Ernst, Gustave Caillebotte, Joseph-Marie Le Tournier ha Félix Thomas.
Anvet ez eus bet ar mediaoueg gant anv an istorour naonedat Armel de Wismes.
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Avril, pe Apuril,
aotrounez Langotière, e Klion |
En argant e zervenn c'heotet, meziet en aour, hebiaet gant div koulm penn-ouzh-pen en gul, ur skourig c'heotet en o beg |
Gevellerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lervrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ (fr)Cassini - EHESS - Fichenn kumun Pornizh
- ↑ (fr)Les soldats de Loire Inférieure - Monumant ar re varv
- ↑ (fr)Cassini-EHESS
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ Presse-Océan, d'al Lun 22 a viz Ebrel 2013, pajenn 7
- ↑ Histoire de Pornic (Loire-Inférieure), Recherches Historiques sur Pornic gant A. Bouyer, Eil embannadur, Embannadurioù La Vague, 1937
- ↑ Ofis ar Brezhoneg
- ↑ Digor eo Skol Diwan Pornizh (pennad-skrid Ouest-France)
- ↑ Skol Diwan Pornizh - Agence Bretagne Presse
- ↑ Clochers de France
- ↑ Clochers de France
- ↑ Clochers de France
- ↑ Clochers de France
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Commonwealth War Graves Commission