Alan II
Alan Varvek | |
---|---|
![]() Delwenn, bet graet gant ar c'hizeller breizhat Amédée Ménard, e porzh kastell duged Breizh (1976) | |
Anv ofisiel | Dug Breizh |
Ganedigezh | e 910 e Naoned |
Marv | e 952 e Naoned |
kemmañ ![]() |
Alan Breizh, pe Alan al Louarn (anvet ivez Alan Varvek) (910-952 e Naoned ) a oa kont Poc'her ha kentañ Dug Breizh adalek 936. E dad e oa Matuedoi, kont Poc'her, hag e vamm a oa merc'h da Alan Veur, roue diwezhañ Breizh.
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Aet e oa da chom da Vro-Saoz pa oa bugel, abalamour ma oa bet aloubet Breizh gant an Normanded.
E 936, gant sikour Edouarzh, mab Aofred Veur, ha war atiz an Tad-abad Yann Landevenneg en doa gwelet e oa tu da zistroadañ an Normaned, e tistroas da Vreizh ha dindan tri bloaz e kasas an Normaned kuit: ar stourm a echuas d'ar 1añ a viz Eost gant trec'h Treant.
Emglev a reas gant Loeiz IV, roue ar Franked en doa anavezet e Bro-Saoz.
En e raok: reuziad an Normaned |
Rouaned ha Duged Breizh ![]() 937 – 952 |
War e lerc'h: Drogon |
Dimezioù ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Div wech e timezas:
- E 925 e timezas Alan da Roscille Anjev (ganet war-dro 906, marvet war-dro 948). Honnezh a oa merc'h da Foulk Iañ, kont Anjev, ha da Roscille Loches, itron Villandry.
- Ur verc'h o doe : Gerberga Naoned, a zimezas da Yezekael Berengar, kont Roazhon, hag a vo mamm da Gonan Iañ.
- E 948 ec'h addimezas e Bleaz da Roscille Bleaz , c'hoar Tepot Iañ, kont Bleaz ha merc'h Gello Iañ , kont Bleaz ha Richilde de Gothie.
- Ur mab o doe: Drogon Naoned, anvet ivez Dreux, ganet en 950, marvet en 958, a vo kont Naoned.
- Gant e serc'h Judit, marvet etre 948 ha 952, en doe tri bugel bastard:
- Hoel Iañ, ganet war-dro 930, a voe kont Naoned goude marv e hantervreur.
- Gwereg Breizh, ganet war-dro 933, dug Breizh, goude marv e vreur Hoel.
- Judit, a zimezas da Pons de Marseille.
Gant e zaou vav bastard e sinas un akta war-dro 945.
E varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mervel a reas Alan Barvek e Naoned. Beziet eo eno en Iliz-veur an Itron Varia, er gêr en doa choazet da gêr-benn, hag harpet da adsevel war-lerc'h ma voe distrujet gant ar Vikinged.