Pêr II (dug Breizh)

Eus Wikipedia
Pêr II (dug Breizh)

Pêr II
Dug Breizh
Ren 18 a viz Gouere 1450
22 a viz Gwengolo 1457
A-raok Frañsez I
Goude Arzhur III
Buhez
Ganet 7 a viz Gouere 1418
Naoned, Breizh
Marvet 22 a viz Gwengolo 1457 (39 bloaz)
Naoned, Breizh
Bez Itron-Varia Naoned

Tiegezh Moñforzh
Tad Yann V, dug Breizh
Mamm Janed Bro-C'hall
Priedoù Françoise d'Amboise
(1442)
Relijion Katolik

Istor Breizh
Bretoned kentañ
-5000 kent JK
Arvorig
Marevezh galian
Vvet kantved kt JK - -56
Marevezh roman
-56 - IVe kantved
Marevezh poblañ Arvorig
ha savidigezh Breizh
IVe - IXvet kantved
Rouaned
845 - 913
845 - 851 Nevenoe
851 - 857 Erispoe
857 - 874 Salaun
874 - 876 Gurwant / Paskwezhen
876 - 888 Yezekael
888 - 907 Alan I
908? - 913? Gourmaelon
Reuziad an Normaned
913? - 931
Rögnvaldr
Felecanus
Inconus
931 - 937 Gwilherm I
Marevezh an Duged
937 - 1532
Tiegezh Naoned
937 - 952 Alan al Louarn
952 - 958 Drogon
958 - 981 Hoel I
981 - 988 Gwereg
Tiegezh Roazhon
970 - 992 Konan I
992 - 1008 Jafrez I
1008 - 1040 Alan III
1040 - 1066 Konan II
Tiegezh Kernev
1066 - 1084 Hoel II
1084 - 1112 Alan IV Fergant
1112 - 1148 Konan III
Tiegezh Pentevr
1148 - 1166 Konan IV
1166 - 1201 Konstanza
Plantajened
1169 - 1186 Jafrez II
1196 - 1203 Arzhur I
Tiegezh Thouars
1203 - 1221 Alis Breizh
Tiegezh Dreux
1213 - 1237 Pêr I
1221 - 1286 Yann I
1286 - 1305 Yann II
1305 - 1312 Arzhur II
1312 - 1341 Yann III
Tiegezh Bleaz-Pentevr
1341 - 1364 Janed Pentevr ha Charlez Bleaz
Tiegezh Moñforzh
1341 - 1345 Yann Moñforzh
1364 - 1399 Yann IV
1399 - 1442 Yann V
1442 - 1450 Frañsez I
1450 - 1457 Pêr II
1457 - 1458 Arzhur III
1458 - 1488 Frañsez II
1488 - 1514 Anna Breizh
1514 - 1524 Klaoda Breizh
1524 - 1532 Frañsez III
Marevezh ar Breujoù
1532 - 1789
Gouarn war-eeun Pariz
1789 - 1974
Rannvroeladur
René Pleven 1974-1976
André Colin 1976-1978
Raymond Marcellin 1978-1986
Yvon Bourges 1986-1998
Josilin Roc'han 1998-2004
Jean-Yves an Drian 2004-2012
Pierrick Massiot 2012-2015
Jean-Yves Le Drian 2015-2017
Loïg Chesnais-Girard abaoe 2017
Ardamezioù Pêr II, pa ne oa nemet Kont Gwengamp.

Pêr II, ganet d'ar 7 a viz Gouhere 1418, ha marvet d'an 22 a viz Gwengolo 1457 e Naoned, a voe dug Breizh eus 1450 da 1457, war-lerc'h marv e vreur henañ Frañsez I.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pêr II o pediñ
Pêr II ha Francoise d'Amboise
Obidoù Pêr II hag Arzhur III, (Hervez Martial d'Auvergne, XVvet kantved)

Mab e oa da Yann V ha da (Janed Bro-C'hall).

Dimeziñ a reas da Françoise d'Amboise, met divugel e chomas. Anvet e voe da zug e 1450 ha ren a reas e-pad seizh vloaz. Derc'hel a reas da bolitikerezh e dad : mirout an dugelezh er-maez eus ar Brezel Kant Vloaz ha reiñ tro d'ar vro da binvidikaat.

Lent e oa an Dug, didrouz, met pennek a-wechoù. Ma c'houarnas ar vro gant skiant eo, war a greder, dre aked e bried a zo bet lakaet e renk an dud evurus. Houmañ a boanias da lakaat er c'hargoù a iliz pe a c'houarnamant ar re ouestañ hag ar re onestañ. Ne lezas ket kennebeut kuzulierion an Dug da deurel tailhoù pounner war ar bobl, war zigarez ma oa houmañ pinvidikaet gant ar peoc'h.

Pêr II a venne mirout he frankiz d'ar vro. C'hoari en deveze oc'h en em silañ etre pavioù hec'h amezeien : Bro-Saoz ha Bro-C'hall. Ar re-mañ, kant vloaz a oa endeo, ne vrezelekaent mui war douar Breizh. Met Breizh, evit chom en he sav, a ranke harpañ an eil rouantelezh pe eben. Yann V, a-du gant ar Saozon er penn-kentañ, a droas gant Bro-C'hall en amzer santez Janed Ark, hag a viras an doare-ober-se betek e varv. E vab Frañsez kentañ a gendalc'has d'en em glevout gant Bro-C'hall ha Pêr II ne zislavaras ket e vreur war ar poent-se.

Kastizañ a reas evelato un torfed graet en amzer Frañsez kentañ. Ar priñs Jili a Vreizh, breur da Bêr ha da Frañsez, a oa bet toullbac'het en amzer Frañsez e-unan abalamour ma tiskoueze re ar garantez a zouge d'ar Saozon. Toullbac'hañ a oa trawalc'h d'an Dug Frañsez, met Jili en doa enebourion douet, dreist-holl Arzhur a Venez-Alban. Hemañ a gavas a-du gantañ gouarnour kastell An Hardouineg, e-lec'h m'edo kraouiet Jili. Ar priñs kaezh a voe taget eno gant bourevion paeet evit-se… Deuet da vezañ Dug nebeut goude, Pêr II a lakaas barn ar re gablus. Dibennet e voe ar gouarnour met Arzhur a Venez-Alban a c'hellas en em sachañ en ur vont d'ur gouent. Diwezhatoc'h e vezo anvet da Arc'heskob Bourdel gant Roue Bro-C'hall Loeiz an unnekvet !!!

D'ar mare ma pigne Pêr II war an tron e oa ar Saozon war-nes bezañ skarzhet kuit diouzh Bro-C'hall. Kuzulierion ar roue a gemeras neuze hardishegezh. Gwelout a raent o tostaat ar mare ma c'hellfent lakaat o c'hrabanoù war Vreizh, ur vro binvidik, hep kaout ezhomm da soñjal hag eñ o doa ar gwir d'en ober. Reiñ a rejont da Bêr II an tañva eus o soubenn ; e kreisteiz ar vro e tisklêrjont en doa ar Roue galloud war douaroù eskob Naoned hag en hanternoz e laeras ofisourion ar Roue div pe deir leviad vat a zouar da stagañ ouzh an Normandi.

Hep ehanañ e klasked trouz ouzh ar Vretoned. Er bloaz 1455 e voe ken hegaset Pêr II ma lakaas ober un enklask war ar gwirioù a roue en doa Dug Breizh ha war frankizioù ar vro… An testoù a ziskulias n'en doa ket Dug Breizh muioc'h a zever da zentiñ ouzh ar Roue eget m'en doa ar Roue da sentiñ ouzh Dug Breizh. War-lerc'h an enklask-se e santas Pêr II e oa harpet gant e bobl hag e roas da c'houzout d'ar Roue ne asantfe ket e vije breset e wirioù a Zug : "An Dug, emezañ, ne c'hellfe ket lezel ober kement-se, nag e bobl er gouzañv. Gwell e vefe gant an Dug kaout poan ha mervel en ur en em zifenn diwar an tabut-se."Kement-mañ a skrive d'ar Roue er bloaz 1455. Daou vloaz diwezhatoc'h e tiskenne er bez, re nebeut a amzer marteze evit lakaat e vro e stad d'en em zifenn. Amzer a-walc'h avat evit kompren kalz traoù. Kompren a c'helle e ro ur vro binvidik c'hoant d'ar broioù all da lammat warni. Seul binvidikoc'h ar vro, seul brestoc'h e rank bezañ d'en em zifenn.

Un dra 'zo evelato ne oa ket anavezet a-walc'h gant Pêr II. Krediñ a rae e oa a-walc'h dezhañ bezañ gouest da brouiñ e wirioù, met kuzulierion ar Roue a grede e c'helle ar Roue ober ar pezh a gare gant ma vije evit mad e rouantelezh. Kement-se a zo kement ha lavarout e c'heller ober an droug evit tizhout ur vad bennak. Mar galle ar Roue terriñ al lezenn evit kreskiñ e rouantelezh e c'hellje ivez, un devezh a vije, bresañ gwirioù Dug Breizh. En devezh-se, mar ne vije ket bet ar bobl a-bezh a-du gant an Dug, penaos e c'hellje an dugelezh mirout he frankiz ? A-benn tregont vloaz hepken war-lerc'h marv Pêr II e voe anavezet splann ar gwirionezioù-se war an dachenn-emgann. Da c'hortoz ar gwallzarvoudoù-se, amzer an Dug Pêr II a voe un amzer a beoc'h, a binvidigezh, a ouelioù, a santelezh war an tron.

E 1803 e vije bet digoret bez an Dug ha n'eo ket eskern eo a oa e-barzh hogen un jak ha ne ouzer ket ar perag a gement-se...

En e raok:
Frañsez Iañ
Rouaned ha Duged Breizh
thum
14501457
War e lerc'h:
Arzhur III