Erispoe
Erispoe (pe Erispoù) a zo bet roue (pe ri) ar Vretoned etre 851 ha 857. Hervez ar pezh a ouzomp eo ar roue kentañ bet anzavet gant ar Franked.
Mab eo da Nevenoe, ha dimezet da v-Marmoheg. Daou vugel en deus bet da vihanañ, ur verc’h ha n’ouzomp ket hec’h anv, hag ur mab Konan.
Brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anavezet eo dreist-holl abalamour d'ar brezel a renas a-enep Karl Voal. E penn armeoù ar Vretoned e oa Erispoe d’an 22 a viz Eost 851 pa voe faezhet an Impalaer frank ur wech c’hoazh e-kerzh Emgann Yenglenn war ribl kleiz ar Gwilun.
Tri devezh e oa padet an emgann. Kontet e oa bet gant Reginon eus Prüm. Evit an eil gwech e oa bet graet lamm d’ar roue frank. Un teknik ispisial he doa an arme vrezhon. Argadoù trumm gant arm a-strinkadenn da gentañ ha da c’houde ober van da souzañ e zizurzh.
Ar peoc’h a oa bet klozet e-pad feur-emglev Anjev e 851. Ar rouantelezh vreton a oa bet anavezet gant ar roue frank. Erispoë en doa ar memes galloudegezh hag e dad war Breizh. Homañ a oa bet ledanaet gant bro Roazhon, bro Naoned hag bro Raez.
Espar e oa un tamm. Ul lodenn emeren d’an impalaeriezh a oa e kuzh-heol.
Aloubet e oa bet Breizh meur a wech gant ar Vikinged e-pad e ren. E 853 e oa bet gwastet Naoned ganto.
Drouklazhet e voe gant e genderv Salaun, etre an 2 a viz Du hag an 12 a viz Du 857.
Eus[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (fr) Jean–Christophe Cassard, Les Bretons de Nominoë, Presses universitaires de Rennes, 2002
- (fr) Des mégalithes aux cathédrales, Histoire de la Bretagne et des pays celtiques, tome 1, Skol–Vreizh, Montroulez, 1983
- (fr) Louis Elegoët, Bretagne – Une histoire, CRDP de Bretagne, 1998.
En e raok: Nevenoe |
Roue Breizh![]() |
War e lerc'h: Salaun |