Jafrez Iañ (dug Breizh)
Neuz
| Jafrez Iañ (dug Breizh) | |
Jaffrez Iañ en ul livadur eus 1460 | |
| Dug Breizh | |
| Ren | 992—1008 |
|---|---|
| A-raok | Konan Iañ |
| Goude | Alan III |
| Kont Roazhon | |
| Ren | 992—1008 |
| A-raok | Konan Iañ |
| Goude | Alan III |
| Buhez | |
| Ganet | w.d. 980 |
| Marvet | 20 a viz Du 1008 |
| Bez | Chapel Sant Martin, Menez Mikael ar Mor, Breizh |
| Tiegezh | Roazhon |
| Tad | Konan Iañ, dug Breizh |
| Mamm | Ermengarde Anjev |
| Priedoù | Hawiz Normandi |
| Diskennidi | Alan III, dug Breizh Eozen Pentevr Adel Emma |
| Relijion | Katolik |
Jafrez Iañ (c. 980 - 20 a viz Du 1008), pe Jafrez Berengar, mab da Konan Iañ, kont Roazhon a-raok bezañ dug Breizh, a oa kont Roazhon, ha dug Breizh evel e dad. Anvet e voe Jafrez diwar anv e dad-kozh a-berzh e vamm, Jafrez Iañ (kont Anjev), ha Berengar diwar anv e dad-kozh a-berzh e dad, Yezekael Berengar.
Trec'hiñ a eure Yezekael Naoned, mab-bihan Alan al Louarn, ma voe echu hanterkant vloaz a vrezel vroadel e Breizh.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a eure war-dro 996 da Hawiz Normandi[1], merc'h da Richarzh Iañ (dug Normandi). Bugale o doe:
- Alan III (ganet e 997), dug Breizh war-lerc'h e dad, adalek 1008.
- Eudes, pe Odo Pentevr (ganet e 999), kont Pentevr, rejant Breizh evit e niz Konan II,
- Evenus
- Emma, dimezet da Ives, beskont Cotentin.
- Adèle (marvet en 1067), kentañ abadez Sant-Jorj Roazhon en 1032.
E varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas e 1008, o tistreiñ eus ur pirc'hirinaj e Roma. Beziet eo e Chapel Sant-Marzhin e abati Menez-Mikael-ar-Mor, evel e dad.
| En e raok: Konan Iañ |
Dug Breizh 992 – 1008 |
War e lerc'h: Alan III |
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Bretons et Normands au Moyen Âge, renet gant Joëlle Quaghebeur ha Bernard Merdrignac, Presses Universitaires de Rennes, Roazhon 2008 (ISBN 9782753505636) p. 147