Jafrez

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Jafrez (skrivet ivez Jaffre), zo un anv-badez brezhonek, deuet eus ar galleg Geoffroi.


Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kar e vije an anv da Godefroy, deuet eus an anv alamanek Godfried. Neuze, (met dizemglev zo war ar poent-se) e vije savet gant Fried, peoc'h, ha God, doue.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Degouezhet eo an anv e Breizh en Xvet kantved. Geoffroy e oa anv Jafrez I (kont Anjev), a zimezas e verc'h Ermengarde d'e amezeg Konan I, dug Breizh. Ur mab a voe ganet, ha roet dezhañ anv e dad-kozh. Ha kont Roazhon e voe Jafrez vihan, evel e dad pa oa yaouank, ha dug war-lerc'h e dad, hag anavezet evel Jafrez I a Vreizh.

E yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • e saozneg, Geoffrey, Jeffrey, ha Geoff, Jeff, a zo deuet eus ar galleg
    • diwar an anv-se e teu an anv-tiegezh Jefferson, anv ur prezidant eus SUA;
  • e galleg: Geoffroy

Anv-familh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet eo Jaffrez (stumm leonek), ha Jaffre evel anv-tiegezh. Anaout a reer ivez eilstummoù evel Jaffrennou, Jaffrezou.

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Breizh Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Duged Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro-C'hall Bro-C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Konted Anjev[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hwec'h kont Anjev zo bet anvet Jafrez (pe Geoffroy, e galleg)

Konted Gâtinais[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tri Jafrez zo bet konted Gâtinais:

Tud all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Banniel Kanada Kanada[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kembre Kembre[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Jafrez Menoe, eskob kembreat ha skrivagner latin, anavezet ivez e saozneg evel Geoffrey of Monmouth,

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]