Konan Iañ
Konan Iañ, lesanvet Konan Dort, mab da Yezekael Berengar, kont Roazhon, a voe kont Roazhon war-lerc'h e dad adalek 970, ha dug Breizh adalek 990, betek e varv en emgann Konkerel, d'ar 27 a viz Mezheven 992).
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kentañ meneg eus Konan zo bet kavet d'ar 16 a viz Eost 979 e lez Odo Iañ, kont Bleaz, evel « Conanus commes Britanniae ».
Goude kentañ Emgann Konkerel a-enep Hoel Naoned en 981 ne deuas ket a-benn da gemer an tu kreñv warnañ ha da sujañ Kontelezh Naoned[1].
Goude kaout an dizober eus Wicohen a oa arc'heskob Dol hag en devoa lakaet e dad da blegañ d'e aotrouniezh, ez eas Konan da lakaat e grabanoù war Bro-Ereg gant skoazell Orskand a oa eskob Gwened (970-992).
Goude e aloubas kontelezh Naoned e 990 war-lerc'h marv ar c'hont Alan Breizh hag e embannas e oa dug Breizh.
Da goulz kadarnadur un donezon graet gantañ da abati Menez Mikael ar Mor, d'an 28 a viz Gouhere 990, dirak holl eskibien Breizh, e kemeras an anv "priñs ar Vrezhoned".
Nec'het e oa e amezeg, ha breur-kaer, ar c'hont Foulk III a Anjev, lesanvet Foulk Nerra, o welout beli e amezeg o kreskiñ. Pa varvas Alan Breizh, mab Gwereg Naoned e 990 e klaskas teurel e grabanoù war kontelezh Naoned.
Lazhet e voe Konan en Eil Emgann Konkerel e 992.
Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dimeziñ a reas da Ermengarde, merc'h e amezeg Jafrez Iañ Anjev. Bugale o doe
- Jafrez Iañ (anvet diwar-lerc'h e dad-kozh a Anjev) a voe kont Roazhon ha dug Breizh
- Judit Breizh, a voe dugez Normandi goude he dimeziñ da Richarzh II Normandi, hag a varvas e 1017 .
N'anavezer pried all ebet dezhañ, met tri mab all en doe, ha ne greder ket e oant diwar Ermengarde:
- Yezekël Gwened, eskob Gwened en 992/1008, marvet d'an 13 a viz Mezheven 1037.
- Kadwalon, abad an Abati Redon, eus 1019 betek 1040.
- Urvod, meneget e anv en 1026 en un dihell gant Alan III.
Bez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Beziet e voe Konan Iañ en abati Menez Mikael ar Mor a reas dezhi donezonoù kaer.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Kronik Naoned Chapitre XLI & Chronique du Mont-Saint-Michel: Anno DCCCCLXXXI
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- André Chédeville & Noël-Yves Tonnerre La Bretagne féodale XIe-XIIIe. Ouest-France Université Roazhon (1987) (ISBN 2727200122).
- Arthur de La Borderie Histoire de Bretagne: Tome deuxième Lutte de la maison de Rennes contre la maison de Nantes p. 419-439. Adembannet gant Joseph Floch, Mayenne (1975).
En e raok: ? |
Rouaned ha Duged Breizh ![]() 980 – 992 |
War e lerc'h: Jafrez Iañ |