Hoel II
Hoel Kerne, pe Hoel II, mab da Alan Kanhiart, kont Kerne, ha da Judit Naoned, pennherez Kontelezh Naoned, a oa kont Kerne ha Naoned goude marv e dud.
Dimezet e oa da Hawiz Breizh, c'hoar Konan II. Dug Breizh e voe goude marv e vreur-kaer e 1066.
Emglev en doa graet gant Gwilherm II, dug Normandi, ha kas a reas e vab Alan Fergant da gemer perzh en aloubadeg Bro-Saoz gant an Norman. En eskemm e voe skoazellet Hoel gant Gwilherm pa en em savas Eozen Penteur a-enep dezhañ.
Mervel a reas Hoel e 1084, hag e vab, Alan IV, an hini a voe lakaet da zug war e lerc'h.
En e raok: Konan II |
Dug Breizh ![]() 1066 – 1084 |
War e lerc'h: Alan IV Fergant |