Yann III (dug Breizh)
(Adkaset eus Yann III, dug Breizh)
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Yann III, ganet d'an 8 a viz Meurzh 1286 e Châteauceaux ( a zo Champtoceaux hiziv), ha marvet d'an 30 a viz Ebrel 1341 e Caen, da 55 bloaz, a oa dug Breizh adalek 1312 ha kont Richmond adalek 1334.
Mab e oa da Arzhur II, dug Breizh, ha d'e bried kentañ Marie de Limoges, beskontez Limoges.

Dougen bez Yann III ha Brezel an Hêrezh goude e varv hervez ar Grandes Chroniques de France gant Jean Froissart.
Dimezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Teir gwech e timezas. Divugel e chomas.
- En 1297 e da Izabel Valois, merc'h henañ Charlez Valois ha Marc'harid Anjev. Daouzek vloaz goude, e 1309, e varvas e wreg, ha setu eñ intañv divugel.
- En 1310 ec'h addimezas e Burgos da Izabel Kastilha, merc'h da Sancho IV Kastilha, roue Kastilha ha León ha d'e bried María de Molina. Isabel ivez a varvas divugel, en 1328.
- Ha Yann III da addimeziñ en 1329, gant Janed Savoia (dugez Breizh)Janed Savoia, merc'h nemeti Edouarzh Savoia ha Blanche Bourgogn, merc'h da rouanez Bro-C'hall, Marc'harid Bourgogn. Mervel a reas ivez divugel en 1341.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En e raok: Arzhur II |
Rouaned ha Duged Breizh ![]() 1312 – 1341 |
War e lerc'h: Janed Pentevr gant Charlez Bleaz o stourm ouzh Yann Moñforzh |