Mont d’an endalc’had

Brezel hêrezh dugelezh Breizh

Eus Wikipedia
Brezel hêrezh dugelezh Breizh
war of succession
Rann eusBrezel Kant Vloaz Kemmañ
Lec'hBreizh Kemmañ
Deiziad1341 Kemmañ
Deiziad kregiñ1341 Kemmañ
Deiziad echuiñ12 Ebr 1365 Kemmañ
Charlez Bleaz
Charlez Bleaz prizoniet en emgann ar Roc'h-Derrien (1347)

Brezel hêrezh dugelezh Breizh (1341-1364) — pe Brezel an div Janed — a reas e reuz etre kostezenn Charlez Bleaz hag hini Yann Moñforzh, evit hêrezh dugelezh Breizh e-pad 23 bloaz.

Ar brezel-se a reas e reuz e Breizh e-kreiz ar Brezel Kant Vloaz a c'hoarveze e Bro-C'hall, setu ma vez lakaet gant an istorourien c'hall da vezañ ul lodennig eus o brezel bras. Koulskoude e voe kalz berroc'h.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa varvas Yann III, dug Breizh, n'en doa bet bugel ebet. Daou zen a c'houlennas ar gurunenn neuze: e hantervreur Yann Moñforzh hag e nizez Janed Pentevr, merc'h d'e vreur Guy ha dimezet da Charlez Bleaz, anavezet evel dug kenkent gant Pirien Bro-C'hall .

Brezel an div Janed a vez graet eus Brezel Hêrezh dugelezh Breizh abalamour ma oa div Janed a bep tu :

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Penguilly l'Haridon : Emgann an Tregont

E-pad brezel hêrezh e c'hoarvez troioù-kaer Duncan O'Hara, haroz "Emgannoù Duncan O'Hara" ha "Abati an aon" (Emb. Keit Vimp Bev). Er romant savet evit ar re yaouank e stourm ar marc'heg Duncan O'Hara e-kichen John Chandos, Olier Klison pe Jehan Lesnereg. Echu eo an istor-se gant Kentañ Feur-emglev Gwenrann e 1365.

Emgann an Alre, 1364