Kentañ Feur-emglev Gwenrann
A drugarez da hanterouriezh Yann III (Craon), arc'heskob Reims d'an ampoent, Kentañ Feur-emglev Gwenrann a oa bet sinet hag embannet d'an 12 a viz Ebrel 1365 en iliz-chabistr Sant-Albin Gwenrann.
Gantañ e oa bet lakaet fin da Vrezel hêrezh dugelezh Breizh en devoa enebet
- Janed Pentevr, nizez Yann III (dug Breizh), roet skoaz dezhi gant he gwaz Charlez Bleaz
ouzh - Yann Moñforzh, hantervreur an Dug Yann III, aet da Anaon e 1345. Roet e oa skoaz dezhañ gant e wreg Janed Flandrez.
Goude marv Yann Moñforzh en devoa e vab Yann IV (dug Breizh) kendalc'het gant ar stourm hag aet e oa ar maout gantañ en Emgann an Alre a-barzh fin ar gont.
Diouzhtu e oa bet kaset ar feur-emglev da Charlez V (Bro-C'hall) en devoa peurwiriekaet ar bennaenn anezhañ d'an 22 a viz Mae 1366, da lâret eo ouzhpenn bloaz goude...da c'hortoz e teufe an Dug da gadarnaat e wazoniezh dezhañ. Ar pezh a voe graet d'an 13 a viz Kerzu dirak ur c'huzul roueel ledanaet.
Diferadurioù ar feur-emglev
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lakaet e oa bet Yann IV da hêr reizh. Padal, ne oa ket bet dizarbennet dezoioù re Bentevr penn-da-benn peogwir e rejod d'al lezenn hêrezh eeun pleustriñ e Breizh :
- an dugelezh a ranke bezañ kaset a bar da bar e familh re Voñforzh,
- ma vije an hêrezh en arvar e tremene da familh re Bentevr, dre hanterouriezh ar merc'hed kentoc'h.
Heuliadoù war hêrezh Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Asuret e oa bet hêrezh Breizh e-pad ouzhpenn ur c'hantved. Koulskoude e chome mut-sourd ar feur-emglev e ken kaz na chomje nemet merc'hed en div familh. Ar pezh a c'hoarvezas e dibenn ar XVvet kantved :
- merc'hed hepken gant Frañsez II (dug Breizh),
- eus tu re Bentevr ne chome nemet Nicole a Bentevr (pe Nicole a Vleaz c'hoazh).
Diwar neuze, kent marv an Dug en devoa klasket daou du en em lec'hiañ an abretañ ar gwellañ o soñjal en hêrezh :
- tu an Dug : graet en devoa Frañsez II da Stadoù Breizh touiñ le reiñ skoaz d'e verc'h Anna Vreizh, aet da Zugez dija,
- tu Roue Bro-C'hall : d'an 3 a viz Genver 1480 en devoa Loeiz XI (Bro-C'hall) adprenet gwirioù re Bentevr evit 50 000 skoed digant Nicole a Bentevr. Gwerzh ha renoñsiñ a oa bet kadarnaet da Anna (Bro-C'hall) (pe Anna a Veaujeu c'hoazh) e 1485.
Ken diresis ma veze ar stadud hêrezh e Breizh m'en devoa bet lakaet diaes ar wiraourien :
- eus un tu, ma oa Breizh un hêrezh nobl klasel e c'halled he gwerzhañ pe werzhañ he gwirioù d'an hêrezh (evel en Daofinez da skouer),
- diouzh un tu all, abaoe Kentañ Feur-emglev Gwenrann e rae Duged Breizh Dug Breizh, dre c'hras an Aotrou Doue anezhe o-unan ; ma tenne kurunenn Breizh da Zoue hepken, evel kurunenn Bro-C'hall, e oa dilamadus ar gwirioù hêrezh (hag eztalvoud o gwerzh eta).
Elfennoù all a oa deuet da luziañ termenadenn an hêr reizh :
- e 1420, disklêriet e oa bet treitourien re Bentevr gant Stadoù Breizh ; dirannet e oa bet o gwirioù, enorioù hag anvioù Breizh anezhe ha rasket o madoù rak an Dug Yann o devoa skrapet dre daol-treitour,
- e 1448 e oa daskoret ar gontelezh dezhe ouzh ur renoñsiñ d'o gwirioù,
- da c'houde en devoa Dug Breizh skrivet da Yann Iañ (Châtillon), kont Pentevr anezhañ, e tileze diferadenn dilez ar gwirioù da hêrezh hemañ ; eus e du, kont Pentevr en devoa prometet dezhañ ne raje ket gant al lizher-se. Kentañ lizher a oa bet roet da roue Bro-C'hall e 1480 digant Nicole a Bentevr, a-gevret gant ar gwirioù war an Dugelezh ; nac'het e oa bet gant roue Bro-C'hall e rentañ da Frañsez II, daoust d'e c'houlenn groñs,
- e 1465 e oa bet rasket kontelezh Pentevr gant an Dug adarre, hep na vije bet roet resisadur ebet war an heuliadoù gwirel da zont.