Daofinez
- Marteze emaoc'h o klask ar pennad a denn d'an Daofinez, pried an Daofin.
Daofinez ((le) Dauphiné e galleg; lo Daufinat pe lo Dalfinat pe lo Daufinat de Vianés en okitaneg; Dôfenâ de Viènouès pe Darfenâ en arpitaneg) a zo ur broviñs c'hall gozh ganet en XIvet kantved, krouet gant konted Albon.
E-barzh an Impalaeriezh santel roman german e oa betek 1349 pa voe staget ouzh Bro-C'hall, daoust ma chomas emren a-walc'h betek 1457.
Bevennet e oa gant ar Ron en hanternoz, ha Bresse ha Bugey en tu all; gant Savoia ha Piemonte er reter, gant ar Comtat Venaicin ha Provañs er c'hreisteiz.
Eus ar proviñs d'an departamantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 1790 e voe rannet etre tri departamant gall: Drôme, Hautes-Alpes hag Isère, ha tammoù e departamantoù all.
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War an harzoù etre Daofinez ha Gravere, e Dugelezh Savoia gwechall hag e Piemont hiziv.