Nevenoe

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Nuvola apps kworldclock.svg Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Nevenoe
Nevenoe
Nevenoe taolennet el levr The Ballads of Brittany
Anv badez Dianav
Lesanvioù Tad ar vro

Pater Patriae
Roue kentañ Breizh

Deiziad ganedigezh Tro 800
Aet da anaon 7 a viz Meurzh 851 (51 bloaz)

Ar Mañs, Francia Occidentalis

Lec'h ganedigezh Dianav
Bro Kroaz Du.svg Breizh
Skourr Kroaz Du.svg Breizh
Micherioù Kont Gwened

Penn ar Vretoned

Renk Dug, Rouer
Emgannioù pennañ Emgann Messac 843

Emgann Ballon 845

Delwenn da Nevenoe dirak iliz-veur Dol.
Nevenoe, engravadur gant Jeanne Malivel.

Nevenoe (pe Nevenoù, pe Nominoe, Numinoe en dielloù) (marvet e d'ar 7 a viz Meurzh 851 e-kichen Ar Mañs) a oa ur priñs breizhat hag a oa bet roet karg dezhañ gant an Impalaer frank Loeiz an Deol da vezañ missus dominicus (ur seurt prefed), e Breizh evit lakaat ar Vrezhoned (pe Bretoned) da baeañ tailhoù da Impalaeriezh ar C'hornôg, ha pa varvas Loeiz ne fellas ket dezhañ chom dindan e vab Karl Voal ma kemeras penn ar Vretoned.

Istor Breizh
Bretoned kentañ
-5000 kent JK
Arvorig
Marevezh galian
Vvet kantved kt JK - -56
Marevezh roman
-56 - IVe kantved
Marevezh poblañ Arvorig
ha savidigezh Breizh
IVe - IXvet kantved
Rouaned
845 - 913
845 - 851 Nevenoe
851 - 857 Erispoe
857 - 874 Salaun
874 - 876 Gurwant / Paskwezhen
876 - 888 Yezekael
888 - 907 Alan I
908? - 913? Gourmaelon
Reuziad an Normaned
913? - 931
Rögnvaldr
Felecanus
Inconus
931 - 937 Gwilherm I
Marevezh an Duged
937 - 1532
Tiegezh Naoned
937 - 952 Alan al Louarn
952 - 958 Drogon
958 - 981 Hoel I
981 - 988 Gwereg
Tiegezh Roazhon
970 - 992 Konan I
992 - 1008 Jafrez I
1008 - 1040 Alan III
1040 - 1066 Konan II
Tiegezh Kernev
1066 - 1084 Hoel II
1084 - 1112 Alan IV Fergant
1112 - 1148 Konan III
Tiegezh Pentevr
1148 - 1166 Konan IV
1166 - 1187 Konstanza
Plantajened
1169 - 1186 Jafrez II
1187 - 1203 Arzhur I
Tiegezh Thouars
1203 - 1221 Alis Breizh
Tiegezh Dreux
1213 - 1237 Pêr I
1221 - 1286 Yann I
1286 - 1305 Yann II
1305 - 1312 Arzhur II
1312 - 1341 Yann III
Tiegezh Bleaz-Pentevr
1341 - 1364 Charlez Bleaz
Tiegezh Moñforzh
1341 - 1345 Yann Moñforzh
1364 - 1399 Yann IV
1399 - 1442 Yann V
1442 - 1450 Frañsez I
1450 - 1457 Pêr II
1457 - 1458 Arzhur III
1458 - 1488 Frañsez II
1488 - 1514 Anna Breizh
1514 - 1524 Klaoda Breizh
1524 - 1532 Frañsez III
Marevezh ar Breujoù
1532 - 1789
Gouarn war-eeun Pariz
1789 - 1974
Rannvroeladur
René Pleven 1974-1976
André Colin 1976-1978
Raymond Marcellin 1978-1986
Yvon Bourges 1986-1998
Josilin a Roc’han 1998-2004
Jean-Yves an Drian 2004-2012
Pierrick Massiot 2012-2015


Tud zo a wel anezhañ evel roue kentañ Breizh [1]a-bezh (daoust ma c'hallfed reiñ an titl-se da Morvan Lez-Breizh, pe c'hoazh Yezekael, roue Domnonea, met hervez istorourien zo ne oa ket roue evit gwir, kontrol d'e vab. Lesanvet e vez Tad ar Vro gant ar Vretoned memestra peogwir en doa savet ur Stad e Breizh hag a badas betek dibenn ar Grennamzer [2]


Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'ouzer ket mat eus pelec'h e teue Nevenoe. Kont Gwened e oa, met n'eo ket ret e teue eus Bro-Wened. Tud zo a lavar e teue eus ar vro e-kichen Redon, met krediñ a reer e teue eus ar Poc'her.

Goude an emsavadeg hollek a c'hoarvezas en Impalaeriezh ar C'hornôg e voe aozet e 831 ur vodadeg hollek e Ingelheim. Roet a voe bet dezhañ karg missus imperatoris (kannad an Aotrou) ar Vretoned (neuze tost Breizh a-bezh nemet markoù Roazhon ha Naoned : en IXvet kantved e oa an harzoù etre ar Vrezhoned hag ar Franked a-hed ar Gwilen.) gant impalaer ar C'hornôg ha roue ar Franked Loeiz an Deol, mab Karl Veur. Gant Regino Prüm e voe skrivet, dre fazi e 837, en e gChronicon :

Murmanus rex Brittonum moritur et Numenoio apud Ingelheim ab imperator ducatus ipsius gentis traditur.
Morvan, roue ar Vretoned, a varvas ha Numenoi [Nevenoe] a voe krouet dug ar memes pobl gant an impalaer en Ingelheim.[3]

Feal e chomas Nevenoe da Loeiz betek marv an impalaer e 840, met ne oa ket evit anavezout beli e vab pa n'en doa ket touet chom feal dezhañ.

Trec'h e voe Nevenoe war Karl Voal, mab da Loeiz an Deol en Emgann Ballon e-kichen Baen-Ballon e 845.

Aloubiñ a reas Nevenoe bro Roazhon ha Bro-Naoned goude-se ha klask astenn e veli war gKornôg Bro-C'hall. Mervel a reas e Vendôme d'ar 7 a viz Meurzh 851. Dimezet e oa da Arc'hantael (Argantael). Evel ur roue e renas e diriad hag e harpas sant Konwoion evit sevel Abati ar Salver e Redon. Erispoe, mab dezhañ, a voe lakaet da roue goude e varv.

Titladur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Comes Venetice civitatis e 832
  • Princeps Venetice civitatis e 834
  • Gubernans in Brittanniam e 833,834 831-837
  • Magister in Britanniam e 833
  • Missus in Britannia e 837, 839,
  • Dux in Britannia e 834, 840
  • Dominans in Britanniam e 837
  • Regnans in Britannia e 833, 835

Nevenoe e Breizh a-vremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Tapet en deus Nevenoe ur plas hep e bar e spered ar Vretoned a-vremañ. Moarvat eo an den istorel anavezetañ war-lerc’h an dugez Anna.
  • Lesanvet eo bet Tad ar Vro.
  • Névénoé (pe Névénoë) a zo ur c'hooperativ komz poblek hag un ti embann pladennoù sonerezh Breizh krouet gant Patrick Ewen ha Gérard Delahaye e 1973.
  • Ha d'ar mare ma kreded e oa bet c’hoarvezet Emgann Ballon e deroù miz Mezheven e oa bet roet lañs e Baen-Ballon d’un darvoud anvet Devezh ar vro, er bloavezhioù 1950. Eno, war ar blasenn vras, ez eus un delwenn savet gant Raffig Tullou e 1952 m’eo bet enskrivet Nevenoe - Tad ar Vro - Penntiern ar Vretoned - Nominoe - Britonnum Rex - 851.
  • Gilles Servat a gan ar ganaouenn Kan bale Nevenoe, krouet ha kanet da gentañ gant Glenmor.[4]
  • Un embregerezh koarad en deus choazet an anv Nominoë, produioù ekologel ha bio a vez produet ganto.[5]
  • Ur yalc'had arc'hant a zo bet roet an anv Yalc'had Nevenoe pe "Fond Nominoe" dezhi. Krouet ha mestroniet gant ospital Pontchaillou e Roazhon, ar yalc'had a servij da harpañ mennadoù medisinerezh. [6]

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E galleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Colette Geslin, « La chevauchée de Nominoë », romant.
  • Yann Brekilien, « Les Cavaliers du Bout du Monde ».
En e raok:
-
Rouaned ha Duged Breizh
thum
840851
War e lerc'h:
Erispoe

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Louis Élégoet, Istor Breizh, TES
  • Arthur de La Borderie, Histoire de Bretagne, t. 2, Mayenne, Joseph Floch,‎ 1975 (1re éd. 1898), 556 p., p. 27-72
  • Barthélemy-Amédée Pocquet du Haut-Jussé,
    • Nominoë et la naissance de la Bretagne, Société d'histoire et d'archéologie de Bretagne,‎ 1945
    • Les Papes et les Ducs de Bretagne, Spézet, COOP Breizh,‎ 2000 (ISBN 2843-46077-8)
  • Henri Poisson, Nominoë : Fondateur de l'État breton, , Les Presses Bretonnes,‎ Sant-Brieg, 1967
  • Hervé Le Boterf, Nominoë et l'épopée des Rois de Bretagne, Paris, France-Empire,‎ 1981 (ISBN 2-70480-875-9)
  • André Chédeville et Hubert Guillotel, La Bretagne des saints et des rois Ve-Xe siècle, Éditions Ouest-France,‎ 1984, 423 p. (ISBN 2-85882-613-7)
  • Noël-Yves Tonnerre, Naissance de la Bretagne. Géographie historique et structures sociales de la Bretagne méridionale (Nantais et Vannetais) de la fin du VIIIe à la fin du XIIe siècle, Angers, Presses de l'Université d'Angers,‎ 1994 (ISBN 2-903075-58-1)
  • Janet L. Nelson, Charles le Chauve, Paris, Aubier Histoires,‎ 1994 (ISBN 27007-2261-2)
  • Jean-Christophe Cassard, Les Bretons de Nominoë, Brasparzh, Beltan, 1990, 320 p. Adembannet gant Presses Universitaires de Rennes, Roazhon, 2003.