Yezekael, roue Domnonea

Eus Wikipedia
Disambiguation.svg Ur pennad Yezekael zo ivez.
Sant Yezekael en iliz abati Pempont

Yezekael, pe Yudikael, ganet war-dro 590, marvet war-dro 658, a voe roue Domnonea er VIIvet kantved. Mont a reas da vanac'h, ha lakaet e voe da sant.

E anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Henvrezhoneg Iudichael, eus iud "brezelour" + -ic + hael "nobl", "brokus".

Paot eo an anv Yudikael e Breizh. Deuet eo da vezañ Yezek(a)el ha « Jézéquel » e Breizh-Izel, Jikel ha « Gicquel » e Breizh-Uhel.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dindan an anv Iudichael eo meneget gant Gregor Teurgn en e Historia Francorum.

Mab e oa da Judual pe Judhaël, roue Domnonea, ur rouantelezh vras e hanternoz Breizh, ha d'ar rouanez Pritelle, merc'h henañ Ausoche, kont Leon. Ur c'hoar en devoa, Onenn, ha pemzek breur yaouankoc'h, en o zouez ar sent Judog, Winog, ha Haelog.

Hag eñ pennhêr e voe rediet da lezel ar galloud gant e vreur Haelog. Mont a reas da vanac'h da Wazel betek marv Haelog. Galvet e voe en-dro diwezhatoc'h da gemer krog e stur ar rouantelezh ha neuze e tapas ur vrud a furnez.

Dagobert[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Judikael dirak Dagobert Iañ
Delwenn da Yezekael e Pempont

Marteze e voe trec'h war Dagobert Iañ, roue ar Franked. E 635, Dagobert a roas urzh da Yezekael da zont betek e balez e Clichy, e-kichen Pariz, evit adanzav e fealded d'ar roue, anez e vije aloubet Breizh. Asantiñ a reas ar roue brezhon, a erruas gant profoù, met nac'h a reas debriñ gant ar roue gall, ar pezh a voe gwelet evel ur gunujenn outañ.

Manatioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E mare Yudikael eo e teuas sant Maloù da Vreizh da ziazezañ eskopti Sant-Maloù. Harpañ a reas savidigezh meur a vanati, hini Pempont savet diwar emziskouez ar Werc'hez a oa bet eno, sañset.

E varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro 640 e tilezas e garg a roue da vont da vanac'h adarre da Wazel, nepell diouzh manati Pempont, a oa bet diazezet gantañ, a-raok mervel evel ur sant. Goude e varv e voe beziet e-kichen an abad Meven, hag anvet da sant. Lidet e vez d'ar 16 a viz Kerzu.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (fr) Joseph Chardonnet : Le livre d'or des saints de Bretagne, Coop Breizh, 2011 (ISBN 978-2-84346-533-8)
  • (en) Julia M. H. Smith : Province and Empire: Brittany and the Carolingians, Cambridge University Press, 2008 (ISBN 978-0-52103-030-4)

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Istor Breizh
Bretoned kentañ
-5000 kent JK
Arvorig
Marevezh galian
Vvet kantved kt JK - -56
Marevezh roman
-56 - IVe kantved
Marevezh poblañ Arvorig
ha savidigezh Breizh
IVe - IXvet kantved
Rouaned
845 - 913
845 - 851 Nevenoe
851 - 857 Erispoe
857 - 874 Salaun
874 - 876 Gurwant / Paskwezhen
876 - 888 Yezekael
888 - 907 Alan I
908? - 913? Gourmaelon
Reuziad an Normaned
913? - 931
Rögnvaldr
Felecanus
Inconus
931 - 937 Gwilherm I
Marevezh an Duged
937 - 1532
Tiegezh Naoned
937 - 952 Alan al Louarn
952 - 958 Drogon
958 - 981 Hoel I
981 - 988 Gwereg
Tiegezh Roazhon
970 - 992 Konan I
992 - 1008 Jafrez I
1008 - 1040 Alan III
1040 - 1066 Konan II
Tiegezh Kernev
1066 - 1084 Hoel II
1084 - 1112 Alan IV Fergant
1112 - 1148 Konan III
Tiegezh Pentevr
1148 - 1166 Konan IV
1166 - 1201 Konstanza
Plantajened
1169 - 1186 Jafrez II
1196 - 1203 Arzhur I
Tiegezh Thouars
1203 - 1221 Alis Breizh
Tiegezh Dreux
1213 - 1237 Pêr I
1221 - 1286 Yann I
1286 - 1305 Yann II
1305 - 1312 Arzhur II
1312 - 1341 Yann III
Tiegezh Bleaz-Pentevr
1341 - 1364 Janed Pentevr ha Charlez Bleaz
Tiegezh Moñforzh
1341 - 1345 Yann Moñforzh
1364 - 1399 Yann IV
1399 - 1442 Yann V
1442 - 1450 Frañsez I
1450 - 1457 Pêr II
1457 - 1458 Arzhur III
1458 - 1488 Frañsez II
1488 - 1514 Anna Breizh
1514 - 1524 Klaoda Breizh
1524 - 1532 Frañsez III
Marevezh ar Breujoù
1532 - 1789
Gouarn war-eeun Pariz
1789 - 1974
Rannvroeladur
René Pleven 1974-1976
André Colin 1976-1978
Raymond Marcellin 1978-1986
Yvon Bourges 1986-1998
Josilin Roc'han 1998-2004
Jean-Yves an Drian 2004-2012
Pierrick Massiot 2012-2015
Jean-Yves Le Drian 2015-2017
Loïg Chesnais-Girard abaoe 2017