Mont d’an endalc’had

Yuzel

Eus Wikipedia

Yuzel pe Judaël pe Judhaël a oa roue Domnonea etre ar bloavezhioù 580 ha 605. Ren a reas war-lerc'h e dad Judual.

Yaouank e oa Yuzel pa oa aet da chaseal er c'hoad, koad « Kemened Ili » ( Commendatio Ili en latin), ur vro ma oa ar c'hont Ausoch o ren, etre Plouneour-Traezh ha Ploueskad e Bro-Leon. Skuizh e oa gant ar chase, ma vanas kousket ha ma reas un hunvre. En e gousk e welas ur goantenn, hag e anavezas : Prizel an hini e oa, merc'h Ausoch. Pa zihunas e c'houlennas kuzul digant un den fur, ar barzh Taliesin a oa o veajiñ en Arvorig d'ar poent-se. Hag an den fur da zisklêriañ dezhañ e rank dimeziñ da Brizel. Graet e voe an eured ha Prizel a c'hanas pemzek mab, ha Yezekael ar mab henañ, ha pemp merc'h.

E-kerzh ren Yuzel eo e voe savet eskopti Aled gant Maclaw, e voe aloubet Roazhon ha Naoned gant Gwereg II hag e vab Kanao II, ha perzh er brezelioù-se a gemeras Yuzel marteze.

Bec'h a savas etre e vibien goude e varv e 605. Yezekael a renas, a yeas da vanac'h, ha skrivet e voe e vuhez gant ar manac'h Igomar.