Kan bale Nevenoe

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Kan bale Nevenoe a zo ur ganaouenn gant Glenmor embannet war ar bladenn Klemm Breizh-Izel . Gilles Servat en deus bet adkemeret ar c'han bale war ar bladenn A-raok mont kuit e 1994, padout a ra 3:46 munutenn.

Trec'h Nevenoe engravadur gant Jeanne Malivel

Tem Kan bale Nevenoe[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An tem a zo stourm Bretoned Nevenoe a-enep ar Franked. Ur ganaouenn vroadelour breton ez eo, ma kemmesker kadourien Nevenoe gant Bretoned hiziv-an-deiz.

Pozioù Kan bale Nevenoe[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skoulmet mat eo hirie

chadenn ar goskored

kousket noz, kousket deiz,

kalon ar Vretoned

ma 'z eo du an deiz

d'ar gadourien 'r vro dibal,

disoñjet-krenn eo ho anv.

ma 'z eo du an noz

dindan gwask pounner ar Gall,

piv a sammo bir ha kleze?


met un deiz e luc'ho

tan-gwall menez Kerne

Met un deiz e c'hwezho

avel menez Are

ra vo dihunet

nerzh ha lorc'h an argadour

e skeud pounner

ar gwenn-ha-du,

ra vo dismantret

korf ha gwad an enebour

n'eus forzh penaos e vo ludu.


Skeud an trec'h war o dremm

ho pugale 'yay d'ar brezel,

dorn kalet lagad lemm,

stagañ raint war-du an avel.

gant tan ar serr-noz

e deun o daoulagad

war ar c'huzh-heol

ez int fennoz,

gant youc'h ar re gozh,

war leurenn an argad,

ar re yaouank 'varvo fennoz.

Nevenoe Nevenoe Nevenoe

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]