Mont d’an endalc’had

Jeanne Malivel

Eus Wikipedia
Jeanne Malivel
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanJeanne Kemmañ
Anv-familhMalivel Kemmañ
Deiziad ganedigezh15 Ebr 1895 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLoudieg Kemmañ
Deiziad ar marv2 Gwe 1926 Kemmañ
Lec'h ar marvRoazhon Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvTerzhienn-domm, torzhellegezh, paratyphoid fever Kemmañ
Lec'h douaridigezhLoudieg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, gallaoueg Kemmañ
Kargkelenner Kemmañ
Bet war ar studi eBeaux-Arts de Paris Kemmañ
Perzhiad eInternational Exhibition of Modern Decorative and Industrial Arts Kemmañ
LuskadUnvaniez ar Seiz Breur Kemmañ
Ezel eusUnvaniez ar Seiz Breur, Q106540831 Kemmañ
Deskrivet en URLhttp://centredhistoiredebretagne.com/jeanne-malivel-1895-1926-ou-la-renaissance-de-lart-breton/ Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadMirdi Breizh Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Emboltred gant Jeanne Malivel

Jeanne Malivel (15 a viz Ebrel 1895 e Loudieg[1] - 2 a viz Gwengolo 1926 e Roazhon) a oa un arzourez vreizhat ha kendiazezerez Unvaniez ar Seiz Breur.

Merc'h e oa da Albert Malivel ha da Anne Marie Victorine Hermange, kenwerzhourien anezhe. He zad a voe kuzulier-kêr Loudieg. Pa oa bihan Jeanne Malivel e plije dezhi tresañ. Ken troet war an arzoù e oa ma implije forzh peseurt danvez evit krouiñ : war he c'haieroù-skol e trese ingal ha kistin a gizelle.

Studierez ha klañvdiourez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merzout a reas he zad hag he mamm he deus Jeanne Malivel un donezon evit an tresañ. Goulenn a reont alioù digant Louise Gicquel, kelennerez war an arzoù e Roazhon. Kinnig a ra-hi dezho reiñ kentelioù da Jeanne Malivel e-pad ar vakañsoù. Heuliañ a ra Jeanne Malivel he studioù en « Immaculée Conception » e Roazhon. Merket eo bet du-se gant he c'helennerez war an arzoù, Louise Gicquel. Mont da arzourez a-vicher a ziviz Jeanne Malivel. A-du oa he zud evit ma'z afe da Bariz da genderc'hel gant he studioù war an arzoù-kaer. Koulskoude pa darzh ar Brezel-bed kentañ e fell dezhi distreiñ da Vreizh da vezañ klañvdiourez en Ospitalioù milourel Loudieg ha Trestraou. Sevel a ra damdresadennoù niverus eus an dud gloazet he deus pareet. E 1916 he doa heuliet kentelioù an Akademiezh Julian e Pariz. Bloaz goude e tremen ar genstrivadeg evit mont e Skol Vroadel Uhel an Arzoù-Kaer. Dipitet e voe abalamour ma'z erru er 14vet plas. Gant ar 4e plas e voe degemeret e 1918 goude bezañ prientet an arnodennoù gant Ferdinand Humbert. Hennezh a roe ar c'hentelioù nemeto digor d'ar merc'hed.

Hiraezh ouzh Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Pariz he deus tañvaet an aergelc'h arzel e Montparnasse. Kejet he deus ouzh kalz arzourien vreton harluet evel René Quillivic (1879-1969), James Bouillé (1894-1945) ha René-Yves Creston (1898-1964) ha Suzanne Candé-Kreston (1899-1979). Maurice Denis a ginnig dezhi aozañ kentelioù engravañ en "Ateliers d'art sacré", atalieroù savet gantañ. Met ne zeu-hi ket a-benn d'en em gustumiñ gant Pariz. Ken dipitet eo gant buhez kêr-benn Bro-C'hall ma en em laka da zeskiñ brezhoneg. Labourat ha bevañ en he bro he deus c'hoant. E 1923 he doa bet tro da zistreiñ da Vreizh : kelenn a ra koadengravañ e Skol rannvroel an Arzoù-Kaer Roazhon.

Raktres Unvaniez ar Seiz Breur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Obererezh brudetañ Jeanne Malivel eo krouidigezh Unvaniez ar Seiz Breur. Goude bezañ en em gavet gant Reun Kreston (1922) e talc'h Jeanne Malivel da sevel ur strollad mignoned hep skodenn na reolenn, hep prezidant na renkadurezh. Dont a ra anv ar strollad eus ur gontadenn bet dastumet ha troet e gallaoueg gant Jeanne Malivel : Ar Seiz Breur. Un heklev diouzh ar Seiz Sant diazezer eo ivez. Ha diazez an arz a-vremañ e Breizh eo deuet da vezañ luskad arzel ar Seiz Breur. O c'hoant da vodernaat an arzoù breizhat hep treiñ kein diouzh an hengoun a zo bev c'hoazh e Breizh. Pal kentañ ar Seiz Breur a oa sevel ur raktres evit diskouezadeg 1925 Mirdi etrevroadel an arzoù kinklañ hag greantel modern e Pariz. Strollad ar Seiz Breur en doa labouret asambles gant ar priedoù Creston (René-Yves , Pierre-Abadie-Landel (1896-1972) hag artizaned evel Gaston Sébilleau (1894-1957) pe Christian Lepart (1902-1944). E fin 1923 hag e 1924 e oa dreist-holl ul labour a-stroll evit ar raktres. Jeanne Malivel a grou kinkladurioù, arrebeuri, gwiadoù, taolioù ha livañ mogerioù. Treset he doa ivez ur servij ha gwerennoù evit Feilhañserezh Henriot. E 1925 he doa anavezet strollad ar Seiz Breur stegnadurioù. Dibabet he doa Jeanne Malivel mont kuit deus ar strollad. Memestra e oa deuet a-benn ar strollad arzourien vreizhat da c'hounid prizioù kinkladur meur a-wech[2]

Engravadur « La France protégeant la Bretagne », Istor hon Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Engravadur brudetañ Jeanne Malivel a oa bet embannet en Istor hon Breizh, ul levr bet skrivet gant Jeanne Coroller-Danio, ur stourmerez vreizhat. Anaoudegezh o doa graet an eil gant eben en ospital milourel[3]. Savet he deus Jeanne Malivel 74 engravadur war goad evit skeudenniñ levr he mignonez. Burutellet kalz zo bet al levr evit he zestennoù, met an engravadurioù zo bet kavet brav-tre. Koulskoude e oa bet rebechet groñs da Jeanne Malivel bezañ savet un engravadur el lec'h ma vez gwelet Bro-C'hall o laerezh yalc'had Breizh, Union de la Bretagne à la France, hec'h anv pe La France protégeant la Bretagne. Adembannet eo bet al levr goude bezañ tennet engravadurioù Jeanne Malivel. Morse n'he deus dinac'het hec'h engravadur.

Bloaz 1925 : dimeziñ ha marv Jeanne Malivel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas e 1925 gant Maurice Alphonse Hund ha mervel a reas bloaz goude da 31 bloaz digant un derzhienn-alter.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Akt ganedigezh, dielldi Aodoù-an-Arvor
  2. [1], Lec'hienn "En eñvor".
  3. Le Pays de Loudéac et la Grande Guerre 1914-1918, Mémoire du Pays de Loudéac, Eil c'hwec'hmiziad 1995, pajenn 18.
  4. Patrom gant Jeanne Malivel savet gant Renée Trudon, michererezh ar Feilhañserezh Henriot.